Anne Parsons (1735-1814) a oa ur gourtizanez saoz e-touez an noblañs hag ar bolitikerien e Bro-Saoz.

Poltred Anne Parsons, gant George Willison.
Mrs. Horton, beskontez Maynard gant Joshua Reynolds.

He buhez

kemmañ

Ganet e vije e 1735, ha marteze e oa kemener he zad en Bond Street en Londrez. Da gentañ e oa gast a vicher, hag aet e vije da Jamaika gant un den anvet Horton, pe Houghton, ha marteze e timezjont eno ha mervel a reas ar gwaz. Pa zistroas Anne da Londrez e veze graet "Mrs Horton" anezhi.

En 1760 e oa kourtizanez a renk uhel gant tud eus an noblañs, hag en o zouez kont Shelburne, Arnold Nesbitt, ha Richard Rigby.

In 1764, he doe un darempred gant Augustus FitzRoy, 3e Dug Grafton, pa oa dougerez e bried Anne FitzPatrick; FitzRoy a viras Anne Parsons en e di, e kêr, hag a gase anezhi gantañ d'ar c'hoarigandi. Kement-se a feuke ar gevredigezh vat. Chom a reas e ti an Dug e 1765 pa voe anvet an dug da Sekretour stad.

E 1767 e teuas an Dug da vout Kentañ ministr hag Anne a voe ken bras he levezon evel hini e bried. Richard Rigby a ouias implij al levezon-se evit treiñ an dud a-enep pried an Dug. Mont a reas an teodoù en-dro adarre pa voe gouvezet e oa dougerez an dugez diwar oberoù he serc'heg, Kont Upper Ossory. Torret e voe eured an Duged e 1769. Anne Parsons a c'hallje bezañ bet pried ar C'hentañ ministr panevet e voe diskuliet e oa-hi krog da zaremprediñ John Sackville, 3e Dug Dorset.

War-dro 1770 e voe poltredet gant Joshua Reynolds, hag e 1771 gant George Willison

Hi ha Sackville a chomas a-gevret betek 1706, pa sachas Anne Parsons evezh Charles Maynard, eil beskont Maynard : eñ a oa 23 bloaz, ha hi dek vloaz muioc'h. Eureujet e voent d'ar 24 a viz Gwengolo 1776 en Londrez a-raok mont da Italia.

He marv

kemmañ

Mervel a eure e-kichen Pariz en 1814 pe 1815.