Anne de Bretagne (Alan Simon)

Anne de Bretagne zo ur c'hoarigan rock gant Alan Simon, savet gantañ ton ha son pep pezh.

Pladennoù kemmañ

Embannet ez eus div bladenn gant ar sonerezh. Klevout a c'haller Laz-kanañ C'hoarigandi Genova, Ange, Laurent Texier, Fairport Convention, Tri Yann, Cécile Corbel, Nilda Fernandez, Les Houroyd, Pat O'May, Didier Squiban, laz-seniñ sumfonek Budapest, Quatuor del Nuovo Mundo, Giorgio Conte. Mouezh Gweltaz ar Fur a glever ivez ur wech bennak.

Yezhoù kemmañ

E galleg eo an darn vrasañ eus ar c'hanaouennoù. Met brezhoneg, saozneg, ha spagnoleg a glever ivez.

Liamm diavaez kemmañ