Antoine Quentin Fouquier-Tinville

Antoine Quentin Fouquier-Tinville (1746-1795) zo unan eus pennoù-bras an Dispac'h Gall, ha tamaller ofisiel, a gasas meur a zen d'ar chafod da vout dibennet. Dibennet e voe ivez e 1795.

Kenderv e oa da Camille Desmoulins.

E 1775 ec'h euredas da Dorothée Saugnier, ur genitervez kompez, ha pemp bugel o doe. E 1782 avat e varvas e bried o c'henel o merc'h diwezhañ. Un toullad mizioù goude ec'h addimezas d'ur plac'h yaouank anvet Henriette Gérard d'Aucourt, a c'hanas daou vugel.