Antonia Pozzi

skrivagnerez italian

Antonia Pozzi (13 a viz C'hwevrer 1912 - 3 a viz Kerzu 1938), a oa ur varzhez italian, ganet ha marvet e kêr Milano, e Lombardia.

Antonia Pozzi
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Italia Kemmañ
Anv-bihanAntonia Kemmañ
Anv-familhPozzi Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 C'hwe 1912 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMilano Kemmañ
Deiziad ar marv3 Kzu 1938 Kemmañ
Lec'h ar marvMilano Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvdrug overdose Kemmañ
Lec'h douaridigezhPasturo Kemmañ
Kompagnun(ez)Antonio Maria Cervi Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourbarzhoniezh Kemmañ
Bet war ar studi eManzoni, University of Milan Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Bet studier daAntonio Maria Cervi, Giuseppe Antonio Borgese, Antonio Banfi Kemmañ
Lec'h labourPasturo Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.antoniapozzi.it/ Kemmañ

Merc'h e oa da Roberto, alvokad milanat, ha d'ar gontez Lina Cavagna Sangiuliani, nizez da Tommaso Grossi. Adalek he c'hrennoad e skrivas Antonia barzhoniezh. Studiañ a rae el liceo classico Manzoni e Milano, hag un darempred tener he devoa gant he c'helenner latin ha gregach, Antonio Maria Cervi, hogen torret e voe gant Cervi e-unan e 1933 abalamour d'ar skoilhoù bras lakaet gant an tiegezh Pozzi. Se zo kaoz marteze e skrivas er bloaz-se, diwar he fenn : «e tu sei entrata / nella strada del morire» (ha setu te aet e-barzh straed ar mervel).

E 1930 e lakaas hec'h anv e skol-veur Milano da studiañ ar yezhouriezh, ha daremprediñ a rae tud evel Vittorio Sereni, Enzo Paci, Luciano Anceschi, Remo Cantoni. Eno e heulie kentelioù an alamanegour Vincenzo Errante hag al lenneg Antonio Banfi, ar modernañ skolveuriad italian en e amzer, ha gantañ e tremen un dezenn diwar-benn Gustave Flaubert e 1935.

D'an 2 a viz Kerzu 1938 e voe kavet en ur c'hleuz, etre marv ha bev. Poezon he doa lonket. Mervel a reas en deiz war-lerc'h ha beziet e bered Pasturo.