Antonina Makarova (ganet Parfenova, Ginsburg dre zimeziñ, rusianeg: Антонина Макарова), ganet e 1920 hag aet da Anaon d'an 11 a viz Eost 1979, a oa un dorfedourez vrezel soviedat ha lazherez he devoa kenlabouret gant an Alamagn Nazi e-kerzh an Eil Brezel-bed. Eus 1942 betek 1943 e vefe bet lazhet ganti kantadoù a drevourien pe partizaned gant ur vindrailherez. Makarova a voe adkavet goude ar brezel gant ar KGB e 1976, kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet e 1979.