Antonio Farnese
Antonio Farnese (1679-1731) a voe dug Parma ha Piacenza adal 1727 betek e varv.
Mab e oa da Ranuccio II Farnese.
Ren a reas war-lerc'h e vreur, Francesco Farnese (1678-1727).
E 1727 e timezas da Enrichetta d'Este, eus Modena, en sell da gaout ur pennhêr, hogen bugel ebet ne voe.
Goude e varv
kemmañCarlos III Spagn an hini a voe anvet da zug, evel Carlo Iañ Parma(1731–1735), rak e vamm, Elisabetta Farnese a oa nizez da Antonio.
E 1740, nav bloaz goude marv Antonio, ec'h addimezas e intañvez Enrichetta da Leopold von Hessen-Darmstadt (1708–1763), hogen bugel ebet n'o doe.