Enrichetta d'Este
Enrichetta d'Este ( Modena 1702 – 1777 Borgo San Donnino) a oa ur briñsez italian.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Rinaldo III d'Este, dug Modena ha Reggio, ha d'e bried ar briñsez alaman Charlotte von Braunschweig-Lüneburg, merc'h da dug Braunschweig-Lüneburg.
Dimezet e voe d'ar 5 a viz C'hwevrer 1728 e Parma da Antonio Farnese, dug Parma, ha dre ma oant kerent e voe ezhomm da gaout aotre-dimeziñ digant ar pab.
Pevar bloaz goude, e Genver 1731, e varvas pried Enrichetta ha hi dougerez a-hervez. A-raok mervel en devoa embannet an dug e oa ar pennhêr e kof e wreg. Anvet rejanted: an dugez, an eskob, ar pennsekretour-stad, ar c'hambrelan, ha daou zenjentil. A-bell e oa prest Aostria ha Spagn da lammat war an dugelezh. Ma ne vefe ket ganet ur mab e oa an dugelezh da vont gant mibien he nizez, Elisabetta Farnese, rouanez Spagn.
D'an 22 a viz Genver, an Impalaer da gas ar c'hont Carlo Stampa de Soncino, da zerc'hel Parma gant 20 kompagnunezh soudarded war-droad ha 4 all war varc'h. Ar pab Klemañs XII, gant daou embann abostolel d'ar 25 ha d'an 31 a viz Genver, da zisklêriañ e wirioù war an dugelezh. Displijet ar pab o welout armeoù en dugelezh.
Diwezh he buhez
kemmañPa varvas he zad Rinaldo d'Este en 1737, e voe kenrejantez e zugelezh gant he c'hoar Amelia. Addimeziñ a reas e meurzh 1740 e Piacenza da Leopold von Hesse-Darmstadt.
Mervel a eure d'an 30 a viz Genver 1777 e San Donnino, nepell diouzh Fidenza.
Dimezioù
kemmañDiv wech e timezas:
- e 1728 da Antonio Farnese (1679 – 1731), dug Parma;
- e 1740 da Leopold von Hessen-Darmstadt (1708 – 1763).
Bugel ebet n'he doe.