Anvadur an asteroidennoù
Anvadurioù da c'hortoz
kemmañTalvoudegezh al lizherenn gentañ | ||
Mois | du 1 au 15 | du 16 au 31 |
miz Genver | A | B |
miz C'hwevrer | C | D |
miz Meurzh | E | F |
miz Ebrel | G | H |
miz Mae | J | K |
miz Even | L | M |
miz Gouere | N | O |
miz Eost | P | Q |
miz Gwengolo | R | S |
miz Here | T | U |
miz Du | V | W |
miz Kerzu | X | Y |
Un astr dianav, p'en deus heuliet ar memes hent e-pad meur a nozvezh, e c'haller kas e zaveennoù d'ar Minor Planet Center a bourchaso neuze un anv da c'hortoz.
Kavout a reer ennañ ar bloavezh, goude-se ul lizherenn a ziskouez hanterenn ar miz a oa graet enni an dizoloadenn, ul lizherenn all a verk urzh an dizoloadenn en hanterenn ar miz-se. Ne vez ket implijet al lizherenn I kuit d'he meskañ gant ar sifr unan, ha diezhomm eo ar Z evit merkañ eil hanternn ar miz. Pa vez graet muioc'h evit 25 dizoloadenn en ur ober pemzektez, e kroger en-dro gant al lizherenn A hag e ouzhpenner un niver hag a ziskouez pet gwezh eo bet implijet an eil lizherenn en hanterenn-se eus ar miz. Da skouer, (15760) 1992 QB1 zo bet ar 27vet asteroidenn dizoloet en eil hanterenn miz Eost 1992 (goude #25 = 1992 QZ et #26 = 1992 QA1).
Alies ez eus bet roet meur a anv da c'hortoz d'ar memes korf-oabl (Da skouer, (5878) Charlène = 1979 XU = 1991 CC = 1992 QZ). Pa vez nevez ar c'horf-egor, ur wezh ma vezer sur da gaout muzulioù a-walc'h evit jediñ e gelc'h-tro ha chom hep koll anezhi, e vo lakaet e-barzh ar c'hatalog ofisiel.
Niveradur da vat
kemmañResev a ra an asteroidenn un niverenn da vat (N'int ket niverennet dre ret en urzh ma'z int bet dizoloet) ha, diouzh ma vezo, un anv. Badezet eo bet ar re gentañ gant anvioù tennet eus ar vitologiezh c'hresian pe [eus ar [mitologiezh roman|roman]], ha goude, ur wezh implijet an holl, gant anvioù tud vrudet, ergerzherien, anvioù o gwragez ...
Hiziv ez eo gwevn-kenañ ar reolennoù :
- pas en tu all da 18 lizherenn ;
- klask a reer chom hep implijout an anvioù kevrennek (Gallout a reer skrivañ ur varennig-stagañ met ket un esaouenn) ;
- Ret eo ma vo aes distagañ an anv e meur a yezh ;
- Dleet eo d'an anv chom hep feukañ an dud ;
- Disheñvel-mat e tle bezañ an anv diouzh ar re zo bet implijet c'hoazh ;
- Anv politikour ha soudard ebet ma n'int ket marv abaoe ouzhpenn ur c'hantved ;
- Dialiet eo an anvioù loened doñv.
Dleet eo an dizoloer a fell dezhañ badezañ ur c'horf-egor pourchas un skrid displegadennoù. Da skouer setu amañ da-heul un arroudenn eus ar skrid roet evit (17059) Elvis [1] :
Stumm orin | Troidigezh |
---|---|
(17059) Elvis = 1999 GX5 | (17059) Elvis = 1999 GX5 |
Discovered 1999 Apr. 15 by J. Broughton at Reedy Creek Observatory. | Dizoloet d'ar 15 a viz Ebrel 1999 gant J. Broughton en arsellva Reedy Creek. |
Elvis Aaron Presley (1935-1977) was a flamboyant American singer. Known as the king of Rock and Roll, he had a popularity that contributed toward making that genre a world-wide phenomenon. | Elvis Aaron Presley (1935-1977) a oa ur c'haner amerikan. Anavezet eo evel roue ar Rock'n Roll, e vrud en deus graet eus ar seurt sonerezh-se ur sonerezh diouzh ar c'hiz er bed a-bezh. |
Redioù a c'hall bezañ evit envel asteroidennoù zo : badezet eo an Asteroidennoù troian diwar anvioù harozed Brezel Troia (Ar C'hresianed dirak Yaou hag an Droianed a-dreñv dezhañ, daoust ma'z eus ur renead e pep kamp : (617) Patrokles ha (624) Hektor) hag an dud-varc'h diwar anv loened marzhus ar vitologiezh c'hresian.
Dont a ra an anv da vezañ ofisiel ur wezh embannet gant e skrid displegañ war Minor Planet Circulars.