Anv-kadarn
(Adkaset eus Anvioù-kadarn)
Un anv-kadarn a zo anezhañ ur ger a vez implijet evit ober dave d'un den, d'ul lec'h, d'un degouezh, d'un dra pe perzh un dra. E-lec'h un anv-kadarn e c'heller implijout ur raganv (d.s. eñ, piv).
Hervez struktur ar yezh, e c'hell chench stumm orin un anv-kadarn hervez perzhioù yezhadurel resis, da skouer:
Ur rummenn yezhadurel eo an anvioù-kadarn hag a c'hell bezañ isrannet e meur a zoare, da skouer:
- Anvioù niveradus o tennañ da draoù fetis (d.s. kador, aval, Añjela) hag anvioù hollek o tennañ da vennozhioù, trivliadennoù h.a. (d.s. karantez, frankiz). Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h etre an daou zoare anvioù-mañ.
- Anvioù divoutin (d.s. Yann-Vari) hag anvioù boutin (d.s. paotr).
- Anvioù-stroll (d.s. tropellad, blokad).
An anvioù eo a dalvez da renerien ha da renadennoù en ur frazenn, met en o lec'h e c'haller lakaat raganvioù .