Aoide (henc'hresianeg: Αοιδή) eo anv unan eus an teir muzenn a orin eus Boiotia, merc'hed da Mnemosyne, a voe nav diwezhatoc'h. Mneme ha Melete e oa he c'hoarezed. Hi a oa muzenn ar c'han. Ober a ra war-dro lenn, dibunañ, seniñ pe kanañ pezh zo bet skrivet gant he c'hoar Mneme. Arouez an implij graet eus un oberenn eo.

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra hec'h anv eus Αοιδη, Aoide, "kanañ". Eus ar ger-se eo e teu ἀοιδός / aoidós, "kaner": par e oa an aiodos d'ar barzh gant ar Gelted.