Aparatchik ( zo ur ger rusek, аппара́тчик, IPA: [ʌpʌˈraʨɪk], apparatchiki el liester rusek, aparatchiked e brezhoneg), a raed gantañ eus an dud uhel dindan ar stad, koulz en Unvaniezh ar Soviedoù evel en diktatorelezhioù kar all e reter Europa, en amzer ar gomunouriezh (1917-1989). Dre astenn ster ar ger eo deuet da vout un den eus ar strollad, a sav gant pazennoù ar hierarkiezh, hag a labour evit ar strollad.

Ster gwashaat

kemmañ

Hiziv, echu gant ar gomunouriezh en Unvaniezh ar Soviedoù hag Europa, e vez graet gant ar ger eus izili ur sistem politikel ponner ha pompadus, kozhik ha kabac’h, heñvel ouzh ar sistem sovietek, ken en e vont en-dro, ken en e neuz.

Graet e vez ivez ouzh an dud a implij o renk, o galloud, evit sevel er hierarkiezh, pe evit pinvidikaat. Darn a implij o galloud, hag a vourr oc'h ober, adalek ar bazenn izelañ, diwar-goust ar re all.


Komz a reer ivez eus burokrated.