Apollo 11
Gant ar gefridi Apollo 11 (16 a viz Gouhere 1969 – 24 a viz Gouhere 1969) ec'h eas tri den betek al Loar evit ar wech kentañ.
D'an 21 a viz Gouhere, goude bezañ pradet war Mor ar Sioulded e tiskennas Neil Armstrong da gerzhet war al Loar ; goude e gammed kentañ e lavaras ar c'homzoù brudet « That's one small step for [a] man; one giant leap for mankind » ("Setu ur c'hammed bihan evit un den, ur c'hammed ramzel evit mab-den") ; Buzz Aldrin a ziskennas war e lerc'h. Div eurvezh hag hanter hepken e padas o baleadenn er-maez eus ar modul-loar.
Michael Collins, an trede den eus ar skipailh, a oa chomet er glozenn Apollo o kelc'htreiñ tro-dro d'al Loar e-keit-se.
An egorlestrad
kemmañ- Neil Alden Armstrong, komandant bourzh.
- Michael "Mike" Collins, sturier ar modul-ren Columbia.
- Edwin Eugene "Buzz" Aldrin Jr., sturier ar modul-loar Eagle "Erer".
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ