Ar C'hrashoù
Skrivet eo bet ar romant Ar C'hrashoù gant Yann Gerven evit Priz ar Yaouankiz 2008. “Ar C’hrasoù” zo anezhañ lodenn gentañ eus un oberenn e teir levrenn a gas al lennerien e milendall ur bed ha n’eo ket pleustret c’hoazh evit kalz : ar sorserezh e mod ar vro.
Mantret eo sorserezed Kreiz-Breizh – ar re gozh koulz hag ar re a zo c’hoazh er skolaj, hini Rostren da skouer, gant daou wallzarvoud o deus laosket div anezhe war bep a wele ospital. Piv a zo o klask noazañ oute? Kas a reont un enklask war-raok, ouzhpenn an enklask ofisiel renet gant ur strollad archerien, evit esae tostaat ouzh ar wirionez.
Diverradenn
kemmañEn deiz a hirie, e Kreiz-Breizh, e-kerzh un nozvezh sabad, ma oa strollet an holl sorserezed tro-dro d'un tantad, e touaras plaen Marielle Goubil, ar pezh ne oa ket kustum d'ober. Mont a reas an holl d'he c'haout neuze ; prenet he doa ur sunerez-poultrenn. Berzh he doa graet a-dra-sur abalamour ma voe gwelet, ur sizhun goude, an hevelep ardivink gant pep gwrac'h.
Pep tra a grogas pa grachas Louise Boudehent gant he mekanik ha dreist-holl, ur miz war-lerc'h pa voe tro Maivon Turdu. Kregiñ a rae ar sorserezed all da gaout aon. E-keit-se n'ez ae ket an enklask ar bolised war-raok daoust dezhe da vezañ bet goulennataet an div sorserez a-benn sklaeraat an afer. E-keit ha ma ma klaskent diskoulmañ ar gudenn e oa ur strolladig danvez-sorserien eus skolaj Rostren, Malo Bleogad, mab-bihan Maivon Turdu, en o zouez o klask kompren. Ur vodadeg a aozjont, un nebeud devezhioù goude, a-benn komz eus ar gwallzarvoud kevrinus o doa kaset Maivon d'an ospital. Ha pep krennard ha mont da ditouriñ gant o mammoù-kozh. Ar re-mañ a oa en em vodet e ti Katrin Chato, unan eus ar c'hoarezed koshañ, a-benn klask kompren ivez.
An deiz war-lerc'h, en archerdi, e kinnige ar jañdarmez, Cindy Denmat ur renta-kont. Lavarout a rae e oa un hailhon en doa graet an taol a-benn adkavout e deñzor bet laosket gantañ e kof ur sunerez bennak. Padal e oa sur Diana hag he mamm-gozh e oa kiriek ar Grec'hmitouarn eus ar fedoù-se. War an hent mat e oa pep hini daoust ma ne oa ken nemet martezeadennoù gante.