Raqqa
(Adkaset eus Ar Raqqah)
Raqqa, Racca, Rakka, Raqa, Raqqah, ar-Raqqa pe ar-Raqqah zo ur ger lec'hiet e-kreizh Siria. Kêr-benn gouarnamant Raqqa eo ha bet eo bet kêr-benn ar Stad Islamek etre 2013 ha 2017.
Istor ar gêr
kemmañE-pad Brezel diabarzh Siria e oa kouezhet ar gêr etre krabanoù enebourien Bashar al-Assad d'ar 6 a viz Meurzh 2013. Ar gêr-benn rannvroel gentañ e oa bet a oa kollet gant ar gouarnamant abaoe penn-kentañ ar brezel e 2011. Kemeret e oa bet ar gêr gant ar Stad Islamek e miz Even 2013. Deuet e oa da vezañ neuze ul lec'h kreiz evit argadennoù ar strollad islamour betek dont da vezañ ar gêr-benn ofisiel.
D'ar 6 a viz Gwengolo 2014, 8 bombezadeg a oa bet gant kirri-nij brezel Siria, 53 den a oa bet lazhet ha darn anezho trevourien.