Ar Vorganez Vihan
Ar Vorganez Vihan (Den lille havfrue e daneg) zo ur gontadenn skrivet gant Hans Christian Andersen. Kontañ a ra istor ur vorganez a fell dezhi paouez da vevañ er mor evel morganez ha dont da vezañ ur plac'h yaouank.
Embannet e voe ar gontadenn evit ar wech kentañ e 1837. Abaoe eo bet adembannet meur a wech hag e meur a stumm.
Hervez displegerien zo e vefe bet skrivet ar gontadenn-mañ evit disklêriañ karantez an aozer da gCollin, mab e vadoberour, en doa nac’het respont da santimantoù Andersen hag embannet e soñj dimeziñ er mare-se[1],[2].