Ar Yerigoù a zo un heuliad levrioù evit ar vugale, skrivet gant Christian Jolibois ha treset gant Christian Heinrich, embannet e 2001 gant an ti-embann Pocket Jeunesse e galleg, hag e 2019 gant an ti-embann TES evit ar stumm brezhonek.

Kontañ a ra istorioù fentus ur porzh-klud.

Tudennoù

kemmañ
  • Karmela, ur yar
  • Pitikok, ur c'hilhog o tont deus Amerika ar Su
  • Karmen, merc'h Karmela ha Pitikok
  • Karmelito, mab Karmela ha Pitikok
  • Maoutig, un dañvad, mignon Karmen ha Karmelito

Levrioù

kemmañ

Tri levr a zo bet embannet e brezhoneg gant TES.

  1. Ar yarig a felle dezhi gwelet ar mor (2019 evit an embann e brezhoneg)
  2. Cholori e ti ar Yerigoù (2021 evit an embann e brezhoneg)
  3. Yann o kousket ha Yann o lenn (2021 evit an embann e brezhoneg)

Tresadennoù-bev

kemmañ

Azasaet eo bet al levrioù evit krouiñ ur rummad tresadennoù-bev e 3D, skignet war France 5 e galleg hag e brezhoneg war Brezhoweb.