Arabeg Tunizia
Ur yezh semitek ar c'hreiz eus isskourr ar yezhoù arabek eo arabeg Tunizia pe tunizieg komzet gant tro-dro da 9.308.000 a dud en holl e Tunizia dreist-holl (9 milion a dud e 1995, pe 98% eus ar boblañs) ha gant kumuniezhioù ezbroidi e Belgia, Frañs, Alamagn, hag an Izelvroioù.
Peder rannyezh pennañ a zo:
- Tunizieg an norzh
- Tunizieg ar c'hornôg-kreiz
- Tunizieg ar su
- Sahileg
Tost a-walc'h eo da arabeg Aljeria ar reter dre vras ha rannyezhoù tunizieg ar su a zo tost ivez o struktur ouzh rannyezhoù 'zo eus arabeg Libia.
Gwelet ivez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |