Arby's
Arby's Restaurant Group, Inc., berraet e Arby's, zo ur chadenn tiez-debriñ stadunanat. An eil vrasañ eo er vro hervez an niver a lec'hioù gant tro-dro 3300 ti-debriñ. An trede chadenn tiez-debriñ eo e-keñver an arc'hant gounezet bep bloaz. E miz Here 2017, Food & Wine a ziskrive Arby's evel "America's second largest sandwich chain (after Subway)".
Tachenn obererezhioù | foodservice ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1964 ![]() |
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Furm lezennel | limited liability company, 501(c)(3) organization ![]() |
Lec'h diazez | Boardman ![]() |
Perc'hennet gant | Roark Capital Group ![]() |
Aozadur mamm | Inspire Brands ![]() |
Sez sokial | Sandy Springs ![]() |
Produ | boued paket buan ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://arbys.com ![]() |
Deskrivet en URL | http://www.fundinguniverse.com/company-histories/arby-s-inc-history/ ![]() |
location information URL | https://locations.arbys.com/ ![]() |
URL ofisiel ar c’hinnigoù implij | https://careers.arbys.com/ ![]() |
Cuisine | cuisine of the United States ![]() |


Roark Capital Group en devoa adprenet ar strollad e miz Gouhere 2011 hag a zo perc'henn eus 81,5% eus lodennoù an embregerezh. The Wendy's Company a zo perc'henn war 18,5%. Ar boued diazez a vez gwerzhet gant ar chadenn zo un doare bara pok-ha-pok hamburger Roast Beef ha Beef 'n Cheddar gant fritez. Gwerzhet e vez gant ar chadenn ivez sandwichoù fresk, toaz ha kafeoù doare Jamocha Shakes. Pennlec'h Arby's a zo e Sandy Springs, Georgia, ur bannlev eus Atlanta.
D'an 31 a viz Kerzu 2015 e oa 3342 ti-debriñ. Bez ez eus pretioù Arby's en estrenvro ivez : Kanada, Turkia, Qatar, hag Arabia Saoudat.