Areg ijinenn
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An hedad ditouroù daouredel erounezadus gant ar c'hewerier eo an areg ijinenn. Ur goulev tarzh a vez troet en areg ijinenn evit ur c'hewerier roet ha gant ur c'hempuner roet.
Gwezhiadurioù sevenidigezh ur goulev erounezadus :
- Sevenidigezh ur goulev tarzh gant un embanner. Sevenet e vez en un areg (C, pascal, cobol). Ur restr destenn eo.
- Kempunet eo ar restr darzh gant ur c'hempuner. Hervez an areg arveret evit ar restr darzh e vez gwiriet e vije doujet ouzh reolennoù gouleviñ an areg gant ar boneg tarzh (diskleriad, kevreadur...). Ganet eo un ergonenn gant ar c'hempunadur dindan stumm ur restr daouredel un astenn .obj dezhi. Troet eo bet ar goulev tarzh e mentrezh daouredel hogen an ereoù (galvoù d'ar c'heweriennoù, d'ar poelladoù, d'ar goulevioù diavaez ...) n'int ket c'hoazh diskoulmet.
- Ar restr ergonenn hag ar mezarc'hioù diavaez a zo kempunet gant un embanner ereoù. Ganet eo gant ar wezhiadur-se ar restr erounezadus.
Da adverkañ : Galvet e vez gant ur goulev pennañ poelladoù, keweriennoù diabarzh pe eus mezarc'hioù diavaez. Da ennegoù memor e vez karget an tammoù bonegoù-mañ. An diskoulmañ ereoù a zo ar wezhiadur a roio al lank d'ur goulev pennañ da ennegañ al lec'hioù memor-se.
(Da vezañ kendalc'het...)