An Arkansas toothpick zo ur goustilh ponner gant ul laonenn begek etre 30 hag 51 cm hirder. Ar gontell a c'helle bezañ implijet evit pikañ pe troc'hañ. Peurvuiañ e lakaer ijinadenn an Arkansas toothpick war gont James Black, ijinour ar Bowie knife. Gant hirder al laonenn ez eo damheñvel ouzh ur c'hleze, kentoc'h evit ur gontell.

Arkansas toothpick
familh arm
Iskevrennad eusgougleze Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ

Diaes e oa kavout diforc'hioù anat etre ar c'hontilli Bowie hag an Arkansas toothpick e-kreiz an 19vet kantved. Evit lod e vefe an Arkansas toothpick ur gontell graet evit ar bannañ met n'eus prouenn anat ebet eus an dra-se.

An Arkansas Toothpick zo un anvadur deuet war-wel e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika evit komz eus kontilli hir, anvet ivez Bowie Knives, a veze douget gant soudarded lu Stadoù Kengevreet Amerika en Arkansas. Kalzik soudarded eus al Lu Kengevreet o devoa degaset o c'hontilli dezho betek an tachennoù emgann. Lod anezho a oa kontilli adstummet ganto a-raok hag e-pad ar brezel.

Un Arkansas toothpick
Ar Bowie knife

Un doare ardamez eo deuet da vezañ evit tud Arkansas hiziv-an-deiz.