Armin D. Lehmann
Armin Dieter Lehmann (23 a viz Mae 1928 e Waltrudering, München - 10 a viz Here 2008 e Coos Bay, Oregon) a voe ezel eus an Hitlerjugend hag implijet e voe evel kannad er Führerbunker e-pad devezhioù diwezhañ an Eil Brezel-bed hag ivez e-pad emgann Berlin. Kuitaat a reas ar bunker ur pennad goude emlazh Hitler.
E vuhez
kemmañEr 'Gymnasium Elisabet' e Wrocław (d'ar mare-se e oa ur gêr alaman anvet Breslau) e studias. Goude ar brezel e studias ar c'helaouiñ e München. E 1953 e tivroas d'ar Stadoù-Unanet ma labouras evit an arme. Goude-se e kasas ouzhpenn daou ugent vloaz o labourat war dachenn an douristelezh, ha meur a levr a skrivas war an dodenn-se.
Kalz e skrivas ivez war ar pezh a vevas pa oa ezel eus Hitlerjugend ha pa oa er Führerbunker. Hitler's Last Courier hag In Hitler's Bunker eo e levrioù brudetañ. Produiñ a reas ivez un teulfilm diwar-benn e vuhez evel bugel-soudard, anvet Eyewitness to History.
Ken abred ha pa oa 17 vloaz e voe ur stourmer peoc'hgarour : mont a reas da ouzhpenn 150 bro, ma kelennas an doujañs hag an difeulster d'an dud.
Levrlennadur
kemmañ- Hitler’s Last Courier. Xlibris Corporation, 2000
- In Hitler’s Bunker. Guilford: The Lyons Press, 2004
- Tomorrow’s World: A Book of Peace