Arne Næss
Arne Dekke Eide Næss (27 Genver 1912 – 12 Genver 2009) a oa ur prederour norvegiat hag en deus savet an droienn "Ekologiezh don". Ur meizer a bouez eo e luskad ekologel an XXvet kantved[1].
Næss a veneg e voe levezonet gant levr Rachel Carson Silent Spring, skrivet e 1962, e-keñver e sell war an ekologiezh. Næss a genaoz e sell gant mennozhioù all, Gandhi hag an didaerded da skouer.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Norvegia |
Anv e yezh-vamm an den | Arne Dekke Eide Næss |
Anv-bihan | Arne |
Anv-familh | Dekke, Eide, Næss |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1912 |
Lec'h ganedigezh | Slemdal |
Deiziad ar marv | 12 Gen 2009 |
Lec'h ar marv | Oslo |
Lec'h douaridigezh | Vestre gravlund |
Breur pe c'hoar | Erling Dekke Næss |
Bugel | Ragnar Næss |
Kar | Arne Næss, Jr. |
Yezhoù komzet pe skrivet | norvegeg |
Micher | prederour, kelenner, mountaineer, skrivagner, environmentalist |
Tachenn labour | Ekologiezh don |
Implijer | University of Oslo |
Bet war ar studi e | University of Oslo |
Sport | mountaineering |
Luskad | Ekologiezh don |
Dispartiañ a reas al luskad ekologel etre daou skourr, an deep ecology ("ekologiezh don") hag ar shallow ecology ("ekologiezh vas"). Dismeget e veze gantañ ar sell war an ekologiezh gant ar Stadoù hag a vez arveret d'ober aferioù argant. Soñjal a rae n'eo ket posubl difenn an ekologiezh hep lakaat ar pouez war ar liesseurted bevoniel, en ur anzav eo ret-holl bout e-dalc'h pep boudoù (struzhel ha loenel) an eil ouzh egile evit ma chomfe yac'h ar bed[2]. Neuze eo Næss un difenner kreñv evit ma chomfe ec'hon al lec'hioù gouez e pep bro, pe lakaat an dud da guitaat takadoù ar maezioù da leuskel ar vuhez ouez d'en em ziorren en-dro.
Daveoù
kemmañ- ↑ Krabbe, Erik C. (2010). "Arne Næss (1912–2009)". Argumentation 24 (4): 527–530. DOI:10.1007/s10503-010-9188-1
- ↑ Luke, Timothy W. (Mezheven 2002). "Deep ecology: Living as if nature mattered". Organization & Environment 15 (2): 178–186. DOI:10.1177/10826602015002005