Art Basel
Art Basel a zo un abadenn gouestlet d'an arzoù a-vremañ a vez aozet bep bloaz e Basel (Suis) abaoe 1970 (11-16 a viz Even), hag a bad ur sizhunvezh. Er penn-kentañ e oa anvet ART, ha kenaozet eo bet gant Ernst Beyeler[1]. Tro-dro da 60 000 gweladenner a vez, hag unan eus an abadennoù pouezusañ gouestlet d'an arzoù a-vremañ eo[2]. 40vet deiz-ha-bloaz an abadenn a zo bet lidet e 2009.
Un abadenn brudet-mat e-touez an dud a-vicher eo : diwar ar 1 100 perc'henn diskouezva a laka o anv e 2009, ne voe degemeret nemet 300 anezho. Kinnig a reont oberennoù 2 500 arzour disheñvel[3],[4]. Ar re a fell dezho kaout plas da ziskouez labour o arzourien a rank kinnig arzourien vrudet koulz ha re dianv, rankout a reont ivez prouiñ e strivont da vroudañ labour an arzourien hag e kemeront perzh e sevel an oberennoù[5].
E 2000 e tivizas ar rener, Samuel Keller e anv (hag a zo hiziv an deiz e penn diazezadur Beyeler), aozañ Art Unlimited, un diskouezva ma kinniger an oberennoù brasañ. Unan eus perzhioù dibar Art Basel eo deuet da vezañ. Tro-dro da Art Basel e vez aozet abadennoù all, da lakaat ar gêr da vezañ brudet er bed a-bezh. Abaoe 2002 e vez aozet un abadenn heñvel e Miami, anvet eo Art Basel Miami Beach. En Art Basel 2008 (etre ar 4 hag an 8 a viz Even 2008) e voe kinniget war-dro 5 000 oberenn gant ouzhpenn 2 000 arzour disheñvel. En holl e oa 72 diskouezva eus SUA, 49 eus Alamagn, 35 eus Suis, 29 eus ar Rouantelezh-Unanet ha 22 eus Frañs.
Notennoù
kemmañ- ↑ buhez Ernst Beyeler
- ↑ "In the lexicon of modern and contemporary art fairs, collectors know that Art Basel is the biggest and the best" (International Herald Tribune, 13 a viz Even 2007, [1]), Simon de Burton : "it is widely regarded as the world's most important annual show of modern art" Financial Times, 26 a viz Mae 2007 [2]
- ↑ A R T B A S E L - Quarante ans dans la tempête
- ↑ Art 40 Basel:The 40th anniversary of the premier international art show
- ↑ https://web.archive.org/web/20090505134157/http://largeur.com/expArt.asp?artID=2843 A R T B A S E L