Arthur Cravan
Arthur Cravan, anv gwir Fabian Avenarius Lloyd (22 a viz Mae 1887 e Lausanne - aet diwar-wel e Salina Cruz e miz Du 1918) a oa ur skrivagner hag ur bokser breizhveuriat gallek. Mab Otho Holland Lloyd ha niz Oscar Wilde e oa. Unan eus diaraogerien dada hag an dreistgwirvoudelezh e voe hag e kement lec'h ma tremenas e savas reuz.
E vuhez
kemmañNe ouezer ket perak e tibabas al lesanv Arthur. An anv Cravan a zibabas e 1912 da enoriñ e zanvez-gwreg, Renée Bouchet hec'h anv, hag a oa a orin eus Cravans e departamant ar Charente-Maritime. E 1905 edo oc'h echuiñ e studioù e Birmingham. Mont a reas da vBerlin, ma labouras el labouradeg-sukr Siemens Zuchertswerk ha goude ur pennad e rankas mont kuit diwar urzh ar boliserien. Etre 1912 ha 1915 edo e Pariz ma reas war-dro ar gelaouenn «Maintenant». Enni e skrive pennadoù diwar-benn al lennegezh hag an arzoù. Gwall iskis hag atahinus e oa ar pennadoù, evel ar pezh a vefe dada ur pennadig goude. E-touez an arzourien kunujennet gantañ e oa al livourien Marie Laurencin, Suzanne Valadon ha Marc Chagall, hag ar skrivagnerien Guillaume Apollinaire hag André Gide. Kemenn a reas en em lazhfe dirak an holl ha stank e teuas an arvesterien. Neuze e lavaras Cravan dezho e oant debret gant ar sellerezh, hag e-lec'h en em lazhañ e stagas gant ur brezegenn teir eurvezh-pad diwar-benn an entropiezh. En holl e reas peder frezegenn : d'ar 27 a viz Du 1913, d'ar 15 a viz Meurzh ha d'ar 5 a viz Gouere 1914 e Pariz, ha d'an 19 a viz Ebrel 1917 e New York. E-pad ar peder anezho e savas reuz.
E 1915 ez eas kuit eus Frañs hag e treuzas Europa a-bezh, tremenoù-hent fals gantañ. E Barcelona en em gavas e 1916 ma stagas gant ar boks en-dro. Aozañ a reas ur c'hrogad a-enep Jack Johnson, hag eñ kampion ar bed. Cravan a voe lakaet KO gantañ er c'hwec'hvet round[1].
E 1917 ez eas da New York ma kejas gant kalz tud vrudet, en o zouez ar varzhez Mina Loy. Dimeziñ a rejont e miz Ebrel 1918, hag e voe ganet ur verc'h anvet Fabienne Benedict d'ar 5 a viz Ebrel 1919. Mina Loy a stagas ivez gant ur romant diwar-benn Cravan anvet Colossus, met diechu e chomas.
Arthur Cravan az eas diwar-wel e Salina Cruz e Mec'hiko e 1918 p'edo o vageal war-du Arc'hantina. Morse n'eo bet adkavet e gorf. Gant poliserien Mec'hiko e voe graet anv eus korf ur melegan bras-tre bet lazhet e-kichen an harzoù war ribl ar Rio Grande del Norte; marteze e oa hini Arthur Cravan. E 1920 e voe embannet en-ofisiel e oa marv Cravan. E wreg a glaskas war e lerc'h er bed a-bezh betek 1923.
Oberennoù
kemmañ- Arthur Cravan, Œuvres, barzhonegoù, pennadoù, lizheroù, skeudennoù, testenioù diwar-benn Arthur Cravan, embannadurioù Gérard Lebovici, 1987 ; adembannet gant Ivrea, 1992, ISBN 2-85184-179-3
- Arthur Cravan, J'étais cigare : Maintenant , Fragments hag ul lizher, Eric Losfeld, 1971
Kelaouenn Maintenant
kemmañ- Niverenn 1, miz Ebrel 1912
- Niverenn 2, miz Gouere 1913
- Niverenn 3, niverenn ispisial (1), Oscar Wilde est vivant !, miz Here-miz Du 1913
- Niverenn 4, niverenn ispisial (2), L'Exposition des indépendants, miz Meurzh-miz Ebrel 1914
- Niverenn 5, Poète et boxeur ou l'Âme au vingtième siècle, miz Meurzh-miz Ebrel 1915
Levrlennadur
kemmañ- Maria Lluïsa Borras, Cravan, une stratégie du scandale, Jean-Michel Place, 1996
- Maria Lluïsa Borras, Picabia, Albin Michel, 1985
- André Breton, Anthologie de l'humour noir, Sagittaire, 1940
- André Breton, Les pas perdus, Gallimard, 1970
- Gabrielle Buffet-Picabia, Aires abstraites, P. Cailler, 1957
- Blaise Cendrars, Le Lotissement du ciel, Denoël, 1949
- Philippe Dagen, Arthur Cravan n'est pas mort noyé, Grasset, 2006
- Marcel Duchamp, Ingénieur du temps perdu, entretiens, Belfond, 1967
- Noël Godin, Anthologie de la subversion carabinée, L'Age d'Homme, 1988
- Julien Levy, Memoir of an art Gallery, New York, 1977
- Robert Motherwell, The Dada Painters and Poets, Motherwell, 1951
- Francis Picabia, Jésus-Christ Rastaquouère, 1920
- José Pierre, Le Futurisme et le dadaïsme, embannadurioù Rencontre, 1966
- Man Ray, Autoportrait, Laffont, 1964
- André Salmon, Souvenirs sans fin, Gallimard, 1956
- Michel Sanouillet, Dada à Paris, Pauvert, 1965 ; Flammarion, 1993 ; CNRS, 2005
- Leon Trotsky, Ma vie
- Philippe Squarzoni, Portrait inédit d'Arthur Cravan, embannadurioù Le 9 Monde, 2003
- Edgardo Franzosini, Grande trampoliere smarrito Watt n° 0,5 2012
Liammoù diavaez
kemmañNotenn
kemmañ- ↑ Arthur Cravan, Œuvres, p 273, Ivrea, 1992.