Artur Axmann (18 a viz C'hwevrer 1913 e Hagen - 24 a viz Here 1996 e Berlin) a oa un ezel eus NSDAP. Kemer a reas plas Baldur von Schirach e penn an Hitlerjugend (Yaouankizoù hitlerian) e 1940.

Axmann goulennataet e Nürnberg d'ar 16 a viz Here 1947

E vuhez

kemmañ

Ar gwir a studias, hag e dibenn ar bloavezhioù 1920 ec'h emezelas er strollad nazi. Ar strollad Hitlerjugend kentañ a grouas e Westfalen e 1928. E 1932 e voe lakaet da Reichsleiter ar strollad, hag ec'h adframmas ar programmoù kinniget da izili Hitlerjugend. E 1933 e voe lakaet e penn Burev sokial renerezh yaouankiz an Trede Reich. Axmann a wellaas al labour-douar kaset da benn gant izili Hitlerjugend. Brezeliañ a reas war dalbenn ar c'hornôg betek miz Mae 1940 hag e kemeras plas Baldur von Schirach e penn Hitlerjugend. Dont a reas neuze da vezañ Reichsjugendfüher. E 1941 e voe gloazet war dalbenn ar reter, hag unan eus e zivvrec'h a voe troc'het outañ. D'ar 4 a viz Genver 1944 e voe roet an Deutscher Orden, hag a oa medalenn bouezusañ NSDAP.

Azalek miz C'hwevrer 1945 e voe komandant brigadenn chase houarnet Volkssturm. E penn meur a unvezh enno bugale-soudarded eus Hitlerjugend e voe. Brezeliañ a rejont dreist-holl e-pad emgann Seelow, ul lodenn eus emgann Berlin. Niverus e voe ar vugale a varvas dre ma n'o doa ket pleustret ha n'o doa ket dafar arme. E miz Ebrel 1945 ez eas da repuiñ er Führerbunker. Dont a reas a-benn da dec'hout kuit asambles gant Martin Bormann (Axmann a welas anezhañ o vervel) ha Ludwig Stumpfegger. Diwar-wel ez eas e-pad un nebeud mizioù, hag e voe anvet Erich Siewert. Harzet e voe e miz Kerzu 1945, pa voe dizoloet ar strollad nazi kuzh en doa aozet. E miz Mae 1949 e voe kondaonet da dri bloaz ha tri miz toull-bac'h gant ul lez-varn dinazifiañ eus Nürnberg. Kondaonet e voe en-dro d'an 13 a viz Eost 1958 hag e rankas paeañ un dell-gastiz a 35 000 Deutsche Mark, da lavaret eo tost an hanter eus priz e di e Berlin. E-pad ar prosez e voe prouet e oa nazi dre gredenn. Goude-se e reas kenwerzh gant broioù ar Reter, hag e labouras e Gelsenkirchen hag e Berlin. E eñvorennoù a skrivas e dibenn e vuhez.

Levrlennadur

kemmañ
  • Artur Axmann ; "Das kann doch nicht das Ende sein." Hitlers letzter Reichsjugendführer erinnert sich. ; Koblenz ; Bublies ; 1995