Arturo Reque Meruvia
Arturo Reque Meruvia, ganet e Cochabamba (Bolivia) d'an 11 a viz C'hwevrer 1906 hag aet da Anaon e Madrid (Spagn) d'ar 17 a viz C'hwevrer 1969, a oa ul livour bolivian. Klasket en doa implijout a bep seurt teknikoù eus an engravañ d'an eoullivadur, eus an dourlivadur betek ar murlivadur. Eñ eo patrom al livadurioù gwirvroat bolivian (pintura indigenista boliviana) e-kreiz an XXvet kantved.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bolivia |
Anv-bihan | Arturo |
Anv-familh | Reque |
Deiziad ganedigezh | 11 C'hwe 1906 |
Lec'h ganedigezh | Cochabamba |
Deiziad ar marv | 15 C'hwe 1969 |
Lec'h ar marv | Madrid |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | livour |
Bet war ar studi e | Royal Academy of Fine Arts of San Fernando |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Buhez
kemmañEus 1939 betek 1946 e veajas evit diskouez e labour dre veur a gêr-benn e Suamerika ha sevel a reas er memes prantad livadurioù awenet gant an istor evel Los Trece la Fama, Descubrimiento del río Choqueyapu, La tea de Murillo ha La heroínas de la Coronilla o Batalla de Aroma.
E 1946 e voe goulennet digantañ gant ar gouarnamant spagnol ma vije savet murlivadurioù en La Valle de los Caídos. Ezhomm en devoe ur bloavezh o labourat war Díaz Zorita e Madrid, un bloavezh c'hoazh evit an damdresadenn. A-benn ar fin e voe nac'het e labour peogwir e oa eñ eus Bolivia. Ouzhpenn-se, Franco a gave dezhañ e oa re wirion an doare taolenniñ hag e plantje reuz en ur vro disrannet[1],[2]. D'ar mare-se eo en doa livet ar murlivadur brudet Alegoría de Franco y la Cruzada. Franco a gave gwelloc'h kaout livadurioù katolikoc'h o doare devosion.
Evit e labourioù arzel niverus katolik e voe graet Caballero de la Orden de Isabel la Católica hag enoret gant Cruz de la Orden de Cisneros ha gant Cruz de la Orden de Alfonso X el Sabio. E 1952 e voe enoret gant medalenn arc'hant ar Bienal Hispanoamericana e Madrid. Goude-se e voe krog da ziskouez e oberennoù dre Europa hag Amerika a-bezh.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (es) Real Academia de la Historia
- ↑ (es) Flickr