Arvor (kazetenn)
(Adkaset eus Arvor (sizhunieg))
Ur pennad Arvor zo ivez.
Arvor a oa ur gazetenn vrezhonek sizhuniek, krouet e diskar-amzer ar bloaz 1940 gant Roparz Hemon, ar rener, Loeiz Andouard, Meavenn ha Kerverzhiou. Divyezhek e oa da gentañ, evel Ar Bobl e deroù ar c'hantved, met dont a reas ar brezhoneg da vezañ ar yezh pennañ enni adalek miz Eost 1942.
182 niverenn a oa bet embannet adalek ar 5 a viz Genver 1941 betek an 23 a viz Gouere 1944. Tamallet ez eus bet dezhi, abaoe 2000, bezañ embannet linennoù enepyuzev ha nazigar e tri fennad.