Fant Rozeg

(Adkaset eus Meavenn)

Ur skrivagnerez vrezhonek tost-tre ouzh an Emsav e-pad buhez ar gelaouenn Gwalarn eo bet Fant Rozeg (Francine Renée Rosec) he deus graet gant an anv-pluenn Meaven (Meavenn goude 1945), da lavaret eo "me a venn" ha Catherine Beauchamp evit he skridoù e galleg. Ganet eo bet d'an 12 a viz Du e 1911 e Sant-Mark, ur gêr enteuziet e kêr Vrest hiziv, ha marvet eo bet e Plegastell d'ar 17 a viz Eost 2001.

Fant Rozeg
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFant Rozec Kemmañ
Anv-bihanFrançoise Kemmañ
Anv-familhRozec Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Du 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Mark Kemmañ
Deiziad ar marv17 Eos 2001 Kemmañ
Lec'h ar marvPlegastell Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg, iwerzhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridbrezhoneg Kemmañ
Micherbarzh, romanter, dramaour, skrivagner Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Pariz Kemmañ

N'eo ket bet desavet e brezhoneg, met pa venne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas ar yezh pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da Bariz da labourat er Post. Eno e teskas iwerzhoneg er Sorbonne ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Bloaz goude e tapas un tamm brud gant afer an darzhadenn e Roazhon ha ken gwir e oa mignonez da Célestin Lainé ha da Wilherm Vertou, an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha Du.
Brud bras e tapas goude ma voe lakaet da darzhañ monumant unanidigezh Breizh e Roazhon e 1932, pa seblante bezañ liammet gant ar strollad kuzh "Gwenn ha Du" ha bezañ tost d'ar gomunourien, e tapas al lesanv a "Werc'hez Ruz" er c'hazetennoù gallek. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet da renerez-embann ar gelaouenn ar Falz, kevarzhe Yann Sohier a vode mistri-skol tost ouzh ar brezhoneg koulz hag an tu-kleiz. E 1932, pa embanne an "Humanité", pemdezieg ar Strollad Komunour Gall, e oa abegoù sirius d'ar gwalldaolioù, e oa luziet un tamm ar prederiadennoù war an Emsav.

 
Fant Rozeg "Meavenn" filmet gant Pierre Perrault er film "Un pays sans bon sens".


Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant Loeiz Andouard, kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat he fried e 1944.
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon. Da vare ar brezel e kemeras da gompagnun Yann-Vari Chanteau, unan eus pennoù ar Bezen Perrot. Pa c'hoarvezas an Dieubidigezh e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ da Bariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un aozadur dengar a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude ma voe addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Diwezhatoc'h ez eas da chom da Sant-Maloù.

Oberenn lennegel

kemmañ

N'eo ket fonnus hec'h oberenn, met a-bouez-bras eo sur. Ar vaouez nemeti e strollad ar skrivagnerien bodet dindan anv Skol Walarn eo bet. Savet he deus un oberenn dezrevell faltazi nemetken, met ken don ha savet mat e oa m'eo bet lakaet da film gant Yves Allégret : Ar follez yaouank (titl ar film : La jeune folle").
N'he deus ket kendalc'het gant ar skrid-faltazi pa gave gwelloc'h dezhi sevel barzhonegoù he buhez-pad. Kas a reas meur a destenn da vezañ embannet e-barzh Gwalarn. Un harp bras a roas da Roparz Hemon evit boueta an abadennoù brezhonek ha skrivañ pe azasaat a reas un nebeud pezhioù-c'hoari savet evit ar skingomz pa oa Roparz Hemon sekretour Radio-Roazhon-Breizh etre 1941 ha 1944. Meur a bennad sinaet FRA a weler er gelaouenn vrezhoneg Arvor ivez.
Skrivet he deus pezhioù lennegezh berr hepken, danevelloù ha barzhonegoù gant un nebeud pozioù a-wechoù. Ne rae ket gant klotennoù, met plijout a rae dezhi ober gant ar c'hensoniezh diabarzh. Unan eus he barnerien, Youenn Olier a gave dezhañ eo ingal hec'h awen pa'z eus pezhioù don ha reoù all difrom. Sinet he deus hec'h oberennoù gant meur a anv-pluenn pe a ziverradurioù anv : F. R. M. (Fant Rozeg Meaven(n)), Meaven ha Meavenn, F. R. A. (Fant Rozeg-Andouard).

Oberennoù

kemmañ

Barzhoniezh

kemmañ
  • Kanoù en deiz. In : Gwalarn, n° 53, 1933. Barzhonegoù. Un heklev da g"Kanou en noz" gant Langleiz

Danevelloù

kemmañ

A bep seurt

kemmañ
  • Ar Gelted kozh. Brest : Skridou Breiz, 1943.
  • Iwerzhon dishual. In : Gwalarn, 1932
  • Meur a destenn (barzhonegoù hag all) e-barzh Gwalarn, Galv, Arvor, Al Liamm, Ar Vro

Levrlennadur

kemmañ
  • Georges Cadiou, Dictionnaire critique, historique et biographique : le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, 2013, 439 p. ISBN=978-2-84346-587-1. Pennad : Meavenn, Fant.
  • Sébastien Carney, Breiz Atao ! : Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948), Presses universitaires de Rennes, Rennes, 2015, 608 p. ISBN=978-2-7535-4289-1
  • Kermoal, Pierrette. Liorzh al lennegezh. Aber, 2006. Div studiadenn diwar-benn "Ar follez yaouank".
  • Renault, Annaig. Skritur ar maouezed abaoe mare Gwalarn. Labour mestroniezh. Skol-Veur Breizh-Uhel, 1991.
  • Louarn, Tangi. Meavenn. In : Preder (kelaouenn), Kaier 88-90, Here-Du-Kerzu 1966. p. 79-87
  1. Notice bibliographique, BNF.