An Aryan Brotherhood (brezhoneg: Kenvreuriezh Aryan) berraet dindan ar stumm AB, lesanvet the Brand a zo ur gang feuls-taer dreistbeliour gwenn a gaver er Stadoù-Unanet dreist-holl en toullioù-bac'h.

Aryan Brotherhood
prison gang
Deiziad krouiñ1964 Kemmañ
Lec'h labourFederal Bureau of Prisons Kemmañ
Strollad etnekWhite people Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Ideologiezh politikelwhite supremacy, neo-Nazism Kemmañ
Lec'h diazezSan Quentin State Prison Kemmañ
Aryan Brotherhood
Aryan Brotherhood
Kroc'henlivadur un ezel d'an Aryan Brotherhood
Padelezh 1964 - bremañ
Bro Stadoù-Unanet Amerika
Tiriad Toullioù-bac'h Stadoù-Unanet Amerika
Skourr Dreistbeliour gwenn
Izili Tro 15 000 en toullioù-bac'h, 300 ezel leun er maez
Doare Gang

Dreistbeliour gwenn

Obererezhioù Trafikerezh dramm

Gistierezh toull-bac'h
Muntrañ
Ambrougañ prizonidi pinvidik
Trafikerezh armoù
Racket

Pennoù Barry Mills

Thomas Silverstein
Tyler Bingham

Meskaj simboloù etre an naziegezh ha reoù keltiek evel amañ a zo implijet lies evel kroc'henlivadurioù gant izili an AB.

Hervez sifroù an FBI O vezañ izeloc'h evit 0.1% eus ar brizonidi en Amerika, 30% eus ar muntroù en toullioù-bac'h a zo bet graet gant izili ar gang-se.

Dreistbeliour gwenn met evel ar gangoù all en toullioù-bac'h implij a ra izili ar gang-se simboloù evit diskouezh o nerzh: simboloù Nazi (Swastika, SS..) , skrivadurioù e-liamm gant anv ar gang "Aryan Brotherhood", "AB", "666", pe c'hoazh simboloù keltiek.

Adal e grouidigezh betek ar bloavezhioù 1990 e oa un aozadur dreistbeliour gwenn a-raok pep tra. Hiziv-an-deiz ez eo un aozadur torfedouriezh gant ul lod mennozhioù gouennelour hag un implij eus ar simboloù nazi. Ar pezh ne cheñch ket ez eo implij an nerzh garv evit emledañ hag evit bezañ mestr war an toullioù-bac'h.

Kartenn ar stadoù eus Stadoù-Unanet Amerika lec'h ma gaver izili an Aryan Brotherhood

Aozadur

kemmañ

An aozadur d'al live izelañ a zo disheñvel a doull-bac'h da doull-bac'h. Da skouer, e toullioù-bac'h Arizona an izili a zo anvet "kindred" hag aozet dindan stumm klanioù anvet "families". Ur c'huzul-meur a zo e-penn ar familhioù. An izili pe Kindred a rank degas izili nevez a vo lesanvet "progeny", an tutaerien a vezo danvez kelenner d'an nevezianted.

Er maez

kemmañ

Kavet e vez izili eus an Aryan Brotherhood er maez eus an toullioù-bac'h. Ul lodenn anezho a vez kuzhet dindan anvioù all evel ma oa bet gant re an Order of the Blood, ur gang hag a oa dindan urzhioù an AB.

Istor ar gang

kemmañ

Bloavezhioù 1960

kemmañ

Betek ar bloavezhioù 1960, darn toullioù-bac'h SUA a oa aozet gant an diforc'hidigezh. Ar brizonidi ne oant ket kemmesket met renket dre ouennoù. Pa grogas an holl toullioù-bac'h da reiñ lamm d'an diforc'hidigezh e grogas ar brizonidi d'en em aozañ o-unan dre gouennoù. An Aryan brotherhood a vefe bet ganet e San Quentin State Prison met evit ul lod archerien e vefe pe ganet adal Bluebird Gang pe d'an nebeutañ e vefe bet awenet gantañ.

Ar pezh a zo sur raktal ma voe krouet an Aryan Brotherhood e grogas da stourm a-enep un aozadur dreistbeliour du anvet ar Black Guerrilla Family.

Kregiñ a reas ar genvreuriezh da emledañ dizehan dre an toullioù-bac'h Amerikan gant implij an nerzh garv ez eas war-gresk nerzh ar gang.

Bloavezhioù 1970

kemmañ

Er bloavezhioù 1970 an Aryan Brotherhood a glaskas liamm gant Charles Manson hag e sektenn ar Manson Family. Ar sektenn a n'em zisrannas ar re Comoites o heuliañ an ezel Kenneth Como, ar re Mansonites o heuliañ Manson. Al liammoù etre an div aozadur ne badfont ket rak hervez an Aryan Brotherhood Charles Manson a oa "kleizour betek re".

Bloavezhioù 1980

kemmañ

E 1981, Thomas Silverstein ha Clayton Fountain a oa bet kondaonet evit muntr un afro-amerikan anvet Robert Chappelle e toull-bac'h United States Penitentiary, Marion. Kredet e vez e oa bet mouget Chapelle en e loch gant Silverstein ha Fountain. Goude-se Silverstein ha Fountain a lazhas Raymond Smith, ur gamalad da Robert Chappelle. An daou ezel d'an AB a roas 67 taol kontell da Smith. Goude-se an daou gañfard a sevenas ar raktres da lazhañ ur gward ofisour.

 
An Aryan Fist pe White Power Fist simboloù implijet gant an dreistbeliourien gwenn evel re an AB.

D'an 22 a viz Du 1983, izili d'an Aryan Brotherhood a lazhadegas daou ofiser en un toull-bac'h nepel da hini Marion, III. Silverstein a lazhas ur gward prizon anvet Merle Clutts, Clutts a oa bet roet 40 taol kontel dezhañ. Nebeut eurvezhioù goude, Fountain a lazhas ivez ur gward prizon anvet Robert Hoffman.

Ar gadoniezhioù muntr implijet a oa ar memes re; Silverstein a implijas ur gontel primsavet hag un alc'hwez pa veze kaset d'ar strinkadennoù. Silverstein a lammas war Merle Clutts hag a lazhas anezhañ. Fountain a implijas ar memes doare rik evit Silverstein evit lazhañ Robert Hoffman.

Troc'h ar bloavezhioù 1990

kemmañ

Adal ar bloavezhioù 1990, an Aryan Brotherhood a gemmas e selloù hag a yeas gant hent an torfedouriezh muioc'h evit hini an dreistbeli gwenn. Adal ar mare-se e voe roet lañs bras d'an trafikerezh dramm, gistierezh toull-bac'h, muntroù paeet.

Hent an torfedouriezh aozet a voe kemeret gant an AB gant e stumm boaz: feuls taer ha didruez. Buan e voent galloudusoc'h evit ar mafia italian-amerikan en toullioù-bac'h. Da skouer John Gotti penn ar familh torfedour Gambino pa voe taget e toull-bac'h Marion e 1996 a c'houlennas da vezañ ambrouget gant an Aryan Brotherhood. Ouzhpenn da-se e c'houlennas d'ar genvreuriezh da lazhañ ar brizoniad a dagas anezhañ. Tager Gotti a voe treuzkaset raktal en un toull-bac'h all hag ar goulenn lazhañ a voe nullet.

Sevenadur politikel an Aryan Brotherhood

kemmañ

Adal e grouidigezh betek ar bloavezhioù 1990 e oa un aozadur dreistbeliour gwenn a-raok pep tra evit bezañ ezel e oa ret lazhañ un den du ha bezañ a ouenn wenn. en em welet a rae krouerien an aozadur evel "Elite White Aryan Race", ur begen d'ar ouenn gwenn Aryan. Hiziv-an-deiz ez eo un aozadur torfedouriezh gant ul lod mennozhioù gouennelour hag un implij eus ar simboloù nazi. Ar pezh ne cheñch ket ez eo implij an nerzh garv evit emledañ hag evit bezañ mestr war an toullioù-bac'h.

 
Doare simboloù implijet gant izili an AB

Pismiget e vez ar genvreuriezh gant an dreistbeliourien gwenn er Stadoù-Unanet evel "treitourien d'ar ouenn"[1]. Izili an oazadur evit ul lod n'int ket gouennelourien met rediet da vont gant an Aryan Brotherhood evit dreistvevañ d'an toull-bac'h.

Lod prizonidi a orin yuzev a ya gant an Aryan Brotherhood dre ma z'int taget gant an holl gangoù all pezh a ziskouez anat n'eo ket un aozadur Nazi rik.

Spered an Aryan Brotherhood betek ar bloavezhioù 1990 a oa hini ar brezel gouennel etre ar re wenn ha peurest ar brizonidi all, ar gouennelouriezh a oa un dra anat dezho.

Ar Melchon 666

kemmañ

Ar Melchon iwerzhonat a zo simbol Sant Padrig, ur simbol kreñv eo d'ar gatoliked. Adimplijet eo bet gant an Aryan Brotherhood met en ur ouzhpennañ simbol an diaoul ar 666. Kement-mañ a servij da dalvezout e vez graet fae eus an talvoudegezhioù kristen[2].

Liammoù diavaez

kemmañ

An Aryan Brotherhood a zo kevredet gant an Eme (ar Mafia meksikan) dre ma vez an daou o vrezeliañ a-enep ar gang Black Guerrilla Family.

Adkemer er sevenadur

kemmañ

Diell filmoù

kemmañ

Filmoù

kemmañ

Stiradoù Skinwel

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (en) 5/04/2013 lec'hienn thewire.com gant Elspeth Reeve "An dreistbeliourien gwenn a soñj eo an Aryan Brotherhood treitourien d'ar ouenn
  2. Komzoù gant Young Mike un ez ezel d'an AB en "GangLand - Gang Aryan Brotherhood" munutenn 10
  3. Aryan Brotherhood. Tvsquad.com. Kavet : (en)13 a viz Gouhere 2011.