Askalafos (mab Ares)

Askalafos a oa mab da Ares hag Astyoc'he. E vamm a oa merc'h da Aktor, a oa mab da Azeüs.

Roue Orc'homenos e oa, ha hanter-gofad da Ialmenos.

Brezel Troia kemmañ

Mont a eure, evel kalz a re all, d'ober brezel Troia pa voe skrapet Elena gant Paris, ha kas a eure gantañ tregont lestrad brezelourien eus Orc'homenos.

Mervel a eure Askalafos diwar un taol goaf-bann skoet gant Deifobos (Ilias XIII, 518), ma savas kounnar en e dad Ares, ken e kemeras muioc'h a berzh er brezel.