Asociación del Fútbol Argentino

Asociación del Fútbol Argentino (AFA) (Kevredigezh ar Vell-droad Arc'hantinat e brezhoneg) a zo he c'harg ober war-dro an holl genstrivadegoù mell-droad aozet en Arc'hantina. Krouet e voe e Buenos Aires d'an 21 a viz C'hwevrer 1893 gant ar c'helenner ha sportour skos Alexander Watson Hutton, hag eñ aet da gentañ prezidant.

Kemer perzh a reas ivez dileuridi eus ar c'hleuboù Buenos Aires English High School Athletic (Alumni Athletic Club adalek 1898), Flores Athletic Club, Old Caledonians, Lomas Athletic Club, Quilmes Rowers Athletic Club ha Saint Andrew's Scots School.

Breizhveuriat anezhañ ar prezidant Watson Hutton, n'eo ket souezh e vije bet dibabet un anv — The Argentine Association Football League (AAFL) — blaz kreñv ar saozneg gantañ. Kemeret he devoa ar gevredigezh nevez-flamm lec'h Argentine Association Football League a oa bet savet d'ar 7 a viz Meurzh 1891 gant F.L. Wooley, he c'hentañ prezidant.

Diwar neuze e voe klasket spanolekaat anv ar gevredigezh tamm-ha-tamm :

Liamm diavaez

kemmañ