Audrey Diwan
Audrey Diwan | |
Ganedigezh | 1980 |
---|---|
Broadelezh | gall ha libanat |
Micher(ioù) | kazetennerez, embannerez, senarioourez, filmaozerez |
Filmoù brudet | L'Evénement |
Priz(ioù) | Leon aour 2021 ar film gwellañ |
Audrey Diwan zo ur skrivagnerez, embannerez, kazetennerez, senarioourez ha filmaozerez c'hall a orin libanat, ganet e 1980. Roet eo bet Leon aour Festival etrebroadel Sinema Venezia dezhi e 2021 evit he eil film L'Événement.
Buhezskrid
kemmañStudiet he deus Audrey Diwan ar c'hazetennerezh hag ar skiantoù politikel. Daou vugel he deus.
Roet e voe Priz René-Fallet 2008 d'he romant kentañ La Fabrication d'un mensonge[1].
E 2013 e teuas da vezañ renerez embann ar gelaouenn Stylist loc'het ganti ha gant Aude Walker, ar bennskridaozerez.
Emezelet he deus er stroll 50/50 hag a stourm evit an ingalded etre merc'hed ha paotred hag al liesseurted revel er sinema hag ar c'hleweled[2],[3].
An eil film sevnnet ganti L'Événement zo aet gantañ Leon aour festival Venezia 2021[4].
Kazetennerez
kemmañ- Technikart
- Glamour, e karg eus ar sevenadur
- Ça balance à Paris, war Paris Première
- Cinémas, war France 5
- La Quotidienne du cinéma, war TPS Star.
- Stylist, evel renerez embann.
Embannadennoù
kemmañ- Confession d'un salaud, un enklask ganti ha gant Fatou Biramah, Denoël, 2004.
- La Fabrication d'un mensonge, romant, Flammarion, 2007 - priz René-Fallet ; priz Claude Chabrol e Saumur.
- 11 femmes : 11 nouvelles inédites, kenstroll, J'ai lu, 2008.
- De l'autre côté de l'été, Flammarion, 2009.
- How to be parisian, kenskrivet gant Anne Berest, Caroline de Maigret ha Sophie Mas, Random House, 2013. Troet e 31 yezh.
Filmadurezh
kemmañSenarioourez
kemmañ- 2008 : De feu et de glace (telefilm)
- 2009 : Twenty Show (telefilm)
- 2010 : Mafiosa koulzad 4
- 2010 : Aux yeux de tous gant Cédric Jimenez
- 2012 : Le Chant des sirènes gant Céline Savoldelli
- 2012 : La French gant Cédric Jimenez
- 2015 : HHhH gant Cédric Jimenez
- 2018 : Ami-ami gant Victor Saint-Macary
- 2019 : Mais vous êtes fous gant Audrey Diwan
- 2020 : BAC Nord gant Cédric Jimenez
- 2021 : L'Événement gant Audrey Diwan