Liban (arabeg: لبنان‎, Lubnān), ent-ofisiel Republik Liban, a zo ur riez vihan ha meneziek eus ar Reter-nesañ, war aod reter ar Mor Kreizdouar. Dindan ur gorread a 10 400 km² emañ-hi gant 3 milion a annezidi pe war-dro. En-dro da Liban emañ Siria en norzh hag er reter, Israel er su, hag ar mor a-hend-all eus tu ar c'hornaoueg. E 1928 e oa bet embannet ar republik, met digabestret diouzh Bro-C'hall e oa bet e 1943 hepken (honnezh e oa bet fiziet enni ur gefridi gant Kevredigezh ar Broadoù goude ma oe skarzhet Turkia kuit e 1918). Ezel eus ABU hag ar C'hevre arab eo.

Liban
الجمهوريّة البنانيّة
(al Jumhuriah al Lubnaniah)

Republik Liban
Banniel Liban Ardamezioù Liban
(Sedrez Liban) (Ardamezioù Liban)
Ger-stur: Koullouna Lilouataan

Ni holl evit hor broad, hor banniel ha gloar

Yezh ofisiel arabeg
Yezhoù all galleg, saozneg, armenianeg
Relijionoù muzulmaned 50% ; druzed 5% ; kristenien 45%
Kêr-benn Beirout
Prezidant Michel Aoun (ميشال عون)
Kentañ Ministr Najib Mikati (نجيب ميقاتي)
Gorread
- Hollad
- % dour
160vet renk
10.452 km²
1,6%
Poblañs
- Hollad (est. 2005)
- Stankter
123vet renk
3.826.018
358/km²
Dishualded 22 a viz Du 1943
Moneiz Lur Liban (LBP)
Eur UTC +2
Kan broadel Koullouna Lilouataan Lil
Oula Lil Alam
Berradur Internet .lb
Kod pellgomz 961