Armenieg
An armenieg[1] zo ur yezh indezeuropek (anvet Հայերեն Hayerēn, er yezh end-eeun) a vez komzet en Armenia, gant Armeniz e Turkia, er broioù nes ha gant tud divroet dre ar bed a-bezh. Skrivet e vez gant al lizherenneg armeniek, ul lizherenneg ispisiel krouet e 406 gant Sant Mesrop.
Armenieg (Հայերեն) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Armenia, Nagorno-Karabac'h, Jorjia, Iran, Liban, Siria, Turkia |
Rannved : | Kaokaz, Reter Nesañ |
Komzet gant : | war-dro 6 000 000 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Armenia, Nagorno-Karabac'h |
Akademiezh : | Akademiezh Vroadel Skiantoù Armenia |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | hy |
ISO 639-2 | arm, hye |
ISO 639-3 | hye |
Kod SIL | HYE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Sellet a reer ouzh an armenieg evel ur skourr dioutañ e-unan e familh ar yezhoù indezeuropek, daoust ma seblant bezañ kar un tammig d’an henc'hresianeg ha m'en deus amprestet meur a dra digant ar yezhoù iranek.
Gant ar yezhoniourien e vez diforc’het div rannyezh vras : hini ar reter (ofisiel e Republik Armenia hag implijet ivez gant armeniegerien Iran, ha hini ar c’hornôg (komzet e broioù ar Reter Nesañ ha gant an divroidi en Europa hag en Amerika).
Komzet e vez armenieg gant war-dro 6 milion a dud[2] hag ouzhpenn an hanter anezho zo o chom e Republik Armenia.
Amprestet en deus an armenieg un toullad gerioù digant yezhoù all : perseg, arabeg, turkeg, rusianeg, galleg, latin. Levezonet eo bet e fonologiezh hag e ereadurezh gant ar yezhoù amezek eus ar C’haokaz. Ur reizhiad troadoù yezhadurel dibar en deus an armenieg, gant 7 troad : nominativel, genitivel, dativel, akuzativel, ablativel, instrumentel, lokativel. N’eus ket a ziforc’h etre anvioù gourel hag anvioù benel avat.
Notennoù
kemmañ- ↑ Istor ar Yezhoù Keltiek, levrenn I, p. 4
- ↑ Ethnologue
Liammoù diavaez
kemmañ- Al lizherenneg armeniek – Lec’hienn Omniglot (en)
- Geriadurioù armenieg-galleg, galleg-armenieg, armenieg-saozneg, saozneg-armenieg