Ausci
An Ausci[1],[2] a oa ur bobl eus Aquitania[3] a oa o vevañ er vro m'emañ kêr Auch bremañ.
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Tarusates hag Elusates er gornaoueg, Lactorates er hanternoz, nord, Tolosates er reter, Convenae ha Bigerri pe Bigerriones er c'hreisteiz. Elimberrum pe Eliberris e oa o c'hêr-benn, un anv hag a zo bet displeget gant ar gerioù euskarek hiri (kêr) ha berri (nevez).
O anv ivez zo bet klasket keñveriañ gant an euskareg : kar e vefe Ausci hag an elfenn eusk- a gaver er ger "euskara"[4].
Notennoù
kemmañ- ↑ Plinius an Henañ, Naturalis Historia, levrenn 4, [108]
- ↑ Julius Caesar, De Bello Gallico, levrenn 3
- ↑ Manex Goyhenetche, Histoire générale du Pays basque : Préhistoire-Époque Romaine-Moyen-Âge, levrenn 1, Donostia / Baiona, Elkarlanean, 1998, 492 p.
- ↑ René Lafon, Revue internationale d'onomastique, 1965, p.82