Aveiro

kêr eus Portugal

Aveiro (distaget [aˈvejɾu] e portugaleg) zo ur gêr eus Portugal pennlec'h distrig Aveiro, e Rannvro ar C'hreiz, war-hed 60 km diouzh Coimbra, en hanternoz. War-dro 78 000 annezad zo (e 2011). Rannet eo ar gumun etre 14 parrez.

Aveiro
city of Portugal, municipality of Portugal
Anv ofisielAveiro Kemmañ
Anv er yezh a orinAveiro Kemmañ
StadPortugal Kemmañ
Kêr-benn eusDistrig Aveiro Kemmañ
E tiriadDistrig Aveiro, Região de Aveiro Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00, UTC+01:00, Western European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°38′20″N 8°39′19″W Kemmañ
Devezh-gouelpatronal festival Kemmañ
Perc'henn warEstádio Municipal de Aveiro Kemmañ
Prizioù resevetHonorary Member of the Order of Liberty, Officer of the Military Order of the Tower and Sword Kemmañ
Kod-post3800 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cm-aveiro.pt/ Kemmañ
Sant paeronJoan, Princess of Portugal Kemmañ
Kod pellgomz an takad234 Kemmañ
Map

Ar menegoù kentañ eus Aveiro zo eus an Xvet kantved, met en amzer-hont e selled outi evel ur gêriadenn. Da neuze e oa bodet an dud en-dro d'un iliz gouestlet gant Sant Mikael, un iliz hag a zo aet da get.

Lec'hiet-mat e oa Aveiro, tost d'ar mor, hag evel-se e kreskas buan. Diazezet e oa hec'h ekonomiezh war ar peskerezh hag ar c'henwerzh, dreist-holl hini an holen gounezet er paludoù tro-dro.

E 1759 e voe graet ur "gêr" eus Aveiro gant ar roue José Iañ Portugal. En XIXvet kantved e voe savet chaoserioù da gaeañ ouzh dour ar geunioù tro-dro hag evel-se e voe aesaet ar bageal en aber Aveiro ha gwellaet kalz ekonomiezh ar c'hornad. Ur skol-veur zo, abaoe 1973.