Avengers (comic)
Avengers (brezhoneg : Veñjerien) a zo ur strollad gourharozed. Embannet eo o zroioù-kaer gant Marvel Comics. Krouet int bet e miz Gwengolo 1963 gant Stan Lee ha Jack Kirby er gelaouenn Avengers #1. Luziet a-walc'h eo istor Avengers peogwir ez eus anezho abaoe 1963. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet degaset kemmoù er strollad hag en e izili gant ar senarioourien hag an dreserien.
Orin
kemmañKrouet e voe Avengers gant Marvel Comics a-benn respont da DC Comics a ginnige ur c'homic ma oa bodet e c'hourarozed pennañ ennañ, Justice League of America e anv. Er skipail orin e kaver
- Hank Pym, Ant-Man
- Janet Van Dyne, Wasp
- Thor
- Iron Man, Tony Stark
- Hulk
- Captain America
- Black Widow
A-benn nevesaat an traoù e voe ouzhpennet elfennoù heverk eus comics Marvel : kudennoù hiniennel an tudennoù. Diwar ar 16vet niverenn e tivizas Stan Lee ouzhpennañ tudennoù a eil renk, ha sed penaos e voe ouzhpennet (Hawkeye, Scralet Witch ha Quicksilver).
Izili nevez
kemmañA-hed an amzer ez eus bet ouzhpennet izili nevez :
- Wonder Man (#9)
- Swordsman (#20)
- Hercule (#38),
- Black Panther (#52),
- Vision (#58),
- Black Knight (#71),
- Mantis (#114),
- Moondragon (#137),
- Beast (#137),
- Hellcat (#151),
- Jocasta (#170),
- Miss Marvel (#183),
- Falcon (#184),
- Tigra (#211),
- Miss Hulk (#221),
- Captain Marvel II (#227)
- Starfox (#232)
E-pad ar bloavezhioù 1980 e voe krouet ur strollad Avengers nevez en aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet (ar skpailh orin a vez o chom e New York, evel lod brasañ gourharozed Marvel). Liammet e voe istorioù an daou skipailh : Avengers (A) ha West Coast Avengers (WCA) e-pad meur a vloaz. Hawkeye eo a zo e penn strollad ar c'hornôg. D'ar mare-se e voe klokaet an daou skipailh :
- Mockingbird (WCA #1)
- The Thing (Fantastic Four, WCA #4)
- Namor (A #264)
- Firebird (WCA #4)
- Doctor Druid (A #278)
- Mr Fantastic hag Invisible Woman (Fantastic Four, A #300), Gilgamesh ( A #300)
- Quasar (A #305)
- Sersi (d A #314)
- Mantis (A #319)
- Rage (A #329)
- Sandman (A #329), Spider-Man (A #329)
- Crystal (A #337)
- Thunderstrike (A #374)
- Deathcry (A #363)
- Swordsman III ha Magdalene (A #357),
- U.S. Agent (WCA #44)
- Human Torch (WCA #50)
- Living Lightning (WCA #74)
- Spider-Woman II (WCA #74)
Er memes koulz e oa John Byrne e-karg eus West Coast Avengers. Krouiñ a reas ivez Great Lakes Avengers (WCA #46).
Heroes Reborn ha Heroes Return
kemmañE 1995 e c'hoarvezas Avengers : The Crossing & Timeslide, ma voe lazhet pe cheñchet da vat tudennoù' zo evel Iron Man, Wasp ha Hawkeye. E 1996 e c'hoarvezas Onslaught' ma tivizas ar skipailh a-bezh pe dost en em aberzhiñ da saveteiñ an douar. Sed penaos cec'h echuas Avengers vol.1.
Pal Onslaught a oa degas kemmoù evit ma vefe adaozet skipailh Avengers war batrom Heroes Reborn. Rob Liefeld eo a voe lakaet e-karg eus ar raktres. Avengers vol.2 a badas 13 niverenn nemetken, peogwir ne voe ket gwerzhet mat tamm ebet. Kurt Busiek ha George Perez eo a rezas war-dro Heroes Return, ha sed penaos e krogas Avengers vol.3 (1998). D'ar mare-se e voe ouzhpennet izili nevez er strollad : Justice ha Firestar (bet izili New Warriors), Triathlon, Silverclaw, Valet de Cœur, Ant-Man II ha Captain Britain II.
Avengers Disassembled (2004)
kemmañE dibenn 2004 e voe krouet Avengers Disassembled, ma voe divodet ar strollad da-heul marv meur a ezel anezhañ : Thor, Ant-Man II, Vision ha Hawkeye.
New Avengers
kemmañNew Avengers a voe krouet e 2005 gant ar senarioour Brian Michael Bendis.Er strollad e kaver :
- Captain America,
- Iron Man,
- Spider-Man,
- Wolverine (X-Men)
- Spider-Woman (Jessica Drew, SHIELD),
- Luke Cage,
- The Sentry
- Ronin
Er memes mare e voe krouet ur skipailh krennarded (Young Avengers), senario gant Allan Heinberg.
Civil War ha Mighty Avengers
kemmañDa-heul Civil War e voe rannet ar strollad e daou : ar re a asant an niveradeg (Super-Human Registration Act) gant Iron Man e penn, hag ar re a sav a-enep, kaset gant Captain America. Strollad Iron Man eo a c'hounez ar brezel, ha neuze e krou-eñ ur strollad nevez hag ofisiel anvet Mighty Avengers ma kaver :
- Iron Man (rener SHIELD)
- Miss Marvel (Carol Danvers)
- Wasp
- Ares, e lec'h Thor
- The Sentry
- Black Widow
- Wonder Man
Ar re a oa a-enep al lezenn a grou o strollad, anvet Secret Avengers, ma kaver :
- Luke Cage
- Spider-Man
- Spider-Woman
- Wolverine
- Docteur Strange
- Iron Fist
- Ronin II (Clint Barton)
- Maya Lopez, hag a zilezas perzh Ronin.
Doctor Strange a voe gloazet hag e pellaas diouzh ar strollad, evel ma reas Maya Lopez.
Goude Secret Invasion, Dark Reign ha Dark Avengers
kemmañKenlabour a voe etre Mighty Avengers ha Secret Avengers a-benn stourm ouzh ar Skrulled. En emgann diwezhañ e varvas Janet Van Dyne hag ar re aoa bet tapet gant ar Skrulled a voe dieubet (evel Jarvis ha Hank Pym).
Norman Osborn a brofitas eus an emgann-se evit lakaat diaes Tony Stark hag e strollad. Divodet e voe SHIELD ha skarzhet Tony Stark. Osborn a voe lkaet e penn un aozadur nevez anvet HAMMER.
Daou Avenger nemetken a chomas e strollad Osborn hag a savas Dark Avengers,diwar batrom ar skipialh brudet. Ennañ e kaver gourvilened a laka da grediñ ez int gourharozed ( evel Thunderbolts) :
- Iron Patriot (Norman Osborn, a implij un houarnwisk kozh heñvel ouzh hini Iron Man, livet evel banniel SUA)
- Ares
- Sentry
ha re all o kemer plas Avengers kozh :
- Hawkeye (Bullseye gant dilhad Clint Barton)
- Miss Marvel (Opale, gant dilhad Carol Danvers)
- Captain Marvel (Noh-Varr)
- Spider-Man (Venom kemmet evit bezañ heñvel ouzh Peter Parker)
- Wolverine (e vab anvet Daken)
E-pad darvoudoù dic'hortoz ha distro Scarlet Witch (Loki e gwirionez) e tivizas izili' zo eus Avengers en em vodañ en-dro, ha sevel a rejont ur strollad nann-ofisiel anvet Mighty Avengers ma kaver :
- Hank Pym (Wasp)
- U.S. Agent
- Hercule
- Amadeus Cho
- Vision, (Young Avengers)
- Stature, (Young Avengers)
- Jocasta
- Jarvis
Hag ivez
kemmañThe Ultimates
kemmañE 2002 e voe krouet The Ultimates gant ar senarioour, Mark Millar. Er skipailh e kaver izili ar skipailh orin, renet gant SHIELD. Gwall zisheñvel eo The Ultimates diouzh ar c'homics all. Stag eo ar senario ouzh darvoudoù politikel SUA (da-heul an 11 a viz Gwengolo 2001).
Izili Avengers
kemmañEtre pevar ha dek ezel a vez er strollad. Met e gwirionez ez eus bet kalz gourharozed lakaet da Avenger[1].
Skipailh orin :
- Thor, Dr Donald Blake
- Iron Man, Anthony Edward «Tony» Stark
- Ant-Man, Henry Pym
- Wasp, Janet Van Dyne
- Hulk, Bruce Banner
Goude-se :
|
|
Enebourien
kemmañ
|
|
Er sinema
kemmañ- 2012: The Avengers sevenet gant Joss Whedon gant Robert Downey Jr, Don Cheadle, Chris Evans, Chris Hensworth, Edward Norton, Scarlett Johansson, Samuel L. Jackson.