Avieloù Hereford (Hereford, Hereford Cathedral Library, MS P. I. 2), pe Avieloù Henffordd (diwar an anv kembraek) zo un dornskrid enlivet eus an VIIIvet kantved ennañ avieloù skrivet e skritur an inizi (bihan), gant pennlizherennoù livet bras hervez stil an Inizi. Ur skouer diwezhat eo eus an avieloù angl-ha-saoz, gant ur stil dibar rannet gant ar c'h-Caligula Troper (Levraoueg Cotton, MS Caligula A.xiv). Un destenn skrivet ouzhpenn a laka da soñjal e veze kavet en eskopti Hereford e-pad an XIvet kantved.[1]

Avieloù Hereford, war-do 780, gant Aviel Yann skeudennet

Skrivet e voe an dornlevr e Kembre (evel Saoter Ricemarch [Hereford zo meneget e levrioù Doomsday evel Hereford, Kembre] ha marteze Avieloù Lichfield) peotramant e kornôg Bro-Saoz nepell diouzh harzoù Kembre.[2] E-touez al liammoù ouzh Avieloù Lichfield Gospels ez eus war-do 650 disheñvelder e-keñver ar Vulgata, ar pezh a ro da soñjal emañ an daou skrid e-barzh ar memes hengoun testennoù.

E-giz dornlevrioù an inizi all eo kinklet al levr gant elfennoù eus arz ar Gelted rak-kristen, gant spiralennoù, kelc'hioù rannet dre dri a weler alies gant stil La Tene, kement hag elfennoù german hag eus ar mor Kreizdouar.

Dalc'het eo en Iliz-veur Hereford bremañ, el levraoueg chadennet vrasañ a chom, e-lec'h ma vez staget al levrioù war-bouez chadennnoù evit mirout outo a vezañ laeret.

Arabat eo droukveskañ al levr-se gant un dornskrid all anavezet a-wezhioù evel "Avieloù Hereford", dalc'het e Pembroke College, Cambridge evel MS 302.

Daveoù

kemmañ
  1. Backhouse, Janet, Turner, D.H., ha Webster, Leslie, eds.; The Golden Age of Anglo-Saxon Art, 966–1066, p. 86, 1984, British Museum Publications Ltd, (ISBN 0714105325)
  2. Richard Gameson, "The Hereford Gospels," diwar "Hereford Cathedral: A History" (Londrez, 2000), pgs. 536-543. Gameson e-unan a soñj dezhañ e oa an dornskrid eus Kembre, daoust ma anzav e c'hell dont ivez eus kornôg Bro-Saoz.

Liammoù diavaez

kemmañ