Béatrice Le Cardinal de Kernier, anavezetoc'h evel Kontez Rohan-Chabot, ganet e Nant-Izeg e 1910 ha marvet en Entraven e 1991, zo bet ivez ur skrivagnerez vrezhonek. War-dro 1928, da 18 vloaz bennak, e krogas da zeskiñ brezhoneg. Dimeziñ a reas d'ar c'hont Rohan-Chabot e 1935, ha c'hwec'h bugel he doe. Peurvuiañ e veze o chom e kastell Bonnefontaine en Entraven, ha dezhi meur a di e Roazhon. Labouret he deus ivez e Pariz gant « Le Nid », ur c'hevredad a sikoure ar merc'hed tapet gant ar gasterezh. Keranro e oa hec'h anv-pluenn.

Oberennoù

kemmañ
  • Kevrin Kerbrug
  • Geriadur klotennoù, Imbourc'h, 1982.