Béla Kun
Béla Kun (ganet Béla Kohn d'an 20 a viz C'hwevrer 1886 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Eost 1938) a oa ur reveulziour komunour hungarat ha politikour, bet e penn Republik Soviedel Hungaria e 1919.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Hungaria, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Anv e yezh-vamm an den | Kun Béla |
Anv ganedigezh | Kohn Béla |
Anv-bihan | Béla |
Anv-familh | Kun |
Deiziad ganedigezh | 20 C'hwe 1886 |
Lec'h ganedigezh | Cehu Silvaniei |
Deiziad ar marv | 29 Eos 1938 |
Lec'h ar marv | Moskov |
Doare mervel | unnatural death, Kastiz ar marv, muntr |
Abeg ar marv | lazhidigezh |
Lec'h douaridigezh | Kommunarka shooting ground |
Pried | Irén Gál |
Bugel | Ágnes Kun, Miklós Kun |
Yezhoù komzet pe skrivet | hungareg, rusianeg |
Micher | politiker, diplomat, kazetenner |
Karg | Minister of Foreign Affairs of Hungary, member of ECCI |
Bet war ar studi e | Franz Joseph University, Calvinist College in Zilah |
Lec'h labour | Cluj-Napoca |
Strollad politikel | Communist Party of Hungary, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
Relijion | dizoueegezh |
Perzhiad e | 17th Congress of the All-Union Communist Party |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Lakaet voe da gablus evit bezañ trotskiour hag erfin e voe kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet, e-pad ar Spurjadennoù Bras.
E dad a oa noter, a orin yuzev hungarat, ha troet a-gleiz, neuze sokial-demokrat. Hungaradez Transilvanian oa e vamm, eus ur familh kalvinour, hogen hini ebet anezho ne oa feizour aketus.
Béla Kohn a glaskas magyarizañ e anv er stumm Kun, e 1904. Goude bezañ kroget gant studioù berr war ar gwir e skol-veur Kolozsvár, ec’h emezelas yaouank-tre e bed ar politikerezh, da gentañ e Transilvania ha goude-se e Budapest. Galvet e voe e 1914 hag ez eas d’en em gannañ war an talbenn, deus tu Rusia. Prizoniet e voe e 1916, ha bac’het en ur c’hamp-bac’h. Eno e reas anaoudegezh gant ar volchevikouriezh, testennoù Karl Marx hag ar reveulziourien, a zibabas heuliañ adal neuze.
Gant Lenin e kejas e Rusia soviedel. Hemañ a soñjas dezhañ e oa speredek an den, gant startijenn, danvez un den karismatek anezhañ, hogen re bront ivez neoazh. Hervez Soviediz e vije bet barrek Kun da dranspoziñ ar patrom komunour da vro Hungaria. Heuliañ a reas Kun a-bep seurt kentelioù war an taktikoù reveulziour, kement ha war ar propaganda. E 1918, gant diskar an impalaeriezhioù kreiz europaat, e voe dilodennet Aostria-Hungaria. Lenin ha Trotsky a soñje dezho e oa poent bras da v-Béla Kun distreiñ d’e vro, evit dont a-benn da lakaat e pleustr ur emsav reveulziour taer. Gant Kun hag ar genduidi komunour hungarat all, e kenliammjont evit sevel, e miz Du 1918, ar strollad komunour hungarat.
1919 : Mestr Republik ar C'huzulioù
kemmañDiframmet e voe Impalaeriezh Aostria-Hungaria, ha staliet en he flas ar Republik demokratel hungarat. Kevreañ a reas ar gomunourien gant ar sokial-demokrated. D’an 21 a viz Meurzh 1919 e voe savet Republik ar c'huzulioù, diwar skouer kuzul al labourerien Rusia (1905, hag hini 1917-1918) ; koulz hag hini Alamagn (1918-1919). Mar doa Sándor Garbai mestr ofisiel ar gouarnamant, e oa Béla Kun avat, er post komiser an aferioù estren, hag e oa en gwirionez pennañ rener ar renad se. Tibor Szamuely a oa e karg deus fonktionoù komiser an aferioù soudardel hag en doa ivez ur roll a bouez.
Er penn kentañ e oa harpet Béla Kun gant ul loden vat eus an dud, gant ar vourc’hizien hag an arme eta, peogwir e klaske adtapout gant an armoù, an tiriadoù hungarat.
Diwar gement-se e tisoc’has war krouidigezh ur c’hengevredadur enepkomunour franko-rouman, franko-serb, tcheko-slovak hag hungarat mirelour, gant Gyula Peidl et Miklos Horthy en o zouez. Brezel enep bolchevik hañv 1919 en doa skubet republik ar c’huzul a oa padet 133 devezh.
Kun a gomprenas n’hellfe ket adkavout an harzoù hungarat evel ma oant bet kent 1918, hag e kavas gwell eta harpañ krouidigezh ur republik komunour c’hoar er Banar hag e Slovakia. E-mesk reuzioù ha trubuilhoù miz Gouere 1919, e voe darbet da Gun bout skarzhet dre un taol stad, sturiet gant elfennoù komunour eus ar re daerañ, kaset da benn marteze gant Tibor Szamuely. D’an 2 a viz Eost, e steuzias Republik ar c’huzul, en ur rediañ he renerien da skampañ kuit etrezek Rusia soviedel.
Da-heul e voe savet ur republik mirelour, hogen profitañ a reas benn fin ar gont d’an emsav broadelour kaset da benn gant Miklós Horthy. Gwasoc’h c'hoazh e voe renad spont kaset gant arme vroadel Horthy evit a sell ar reuzidi, eget ar spont ruz kaset gant Kun.
Da Hungaria e tec’has kuit Kun evit moned da gouach en Hungaria, beajiñ en Europa ar c’hornog dindan ur falzanv, hag e kavas a-benn ar fin repu e Rusia soviedel, lec’h ma voe graet komiser politikel anezhañ, e serr an arme ruz hag e kemeras perzh er brezel sivil rusian. Goude ma voe trec’h ar volcheviked e Krimea, ec’h urzhias lazhañ ofisourien gwenn eus tu arme Piotr Nikolaïevitch Wrangel, pan voent en em rentet. Ur wech staliet e Rusia, e chomas bras e levezon e-mesk ar galloud soviedel, hag e voe graet anezhañ ur rener a bouez evit an III de etrevroadel (Komintern). Koulskoude e vage douetañs Lenin outañ abalamour d’e zoare taer ha tarzhus ». Derou 1921 e voe kaset gant Mátyás Rákosi da Alamagn gant Grigori Zinoviev ha Karl Radek, evit lakaat ar strollad komunour da sevel a-enep da republik Weimar, a-benn lakaat ar reveulzi komunour da vleuniañ er vro-se. Hogen ur gwir c’hwitatenn e voe « obererezh Meurzh » a-hervez e rae goap Lenin, e galleg war e zivout, en ur vennegi “betizoù Bela Kun” (pe ar « c’huneriez » hervez pozioù Victor Méric).
1937-1938 : harzhadennoù e-pad spurjadegoù Stalin
kemmañE-kerzh ar spurjadennoù stalinian, e voe tamalet dezhañ bout trotskiour, hag e voe harzet e 1937. Boureviet e voe koulz hag an deviationisted all, gant an NKVD. Kaset e voe d’ar goulag d’an 29 a viz Eost 1938. Rákosi, a oa bet ur c’henstourmer gantañ hag en doa kemeret perzh en taol-stad e 1919. Tra souezhus evit hemañ, n'eo ket lazhet er spurjoù rak prizoniet e voe en touloù-bac’h hungarat betek 1940 kent dont da vezañ unan eus fidelañ letanant ar stalinouriezh hungarat goude 1945. Petra an diaoul ?
Ur monumant zo gouestlet da Gun e bro Hungaria a c’heller gwelet er Memento Park, e Budapest.