BMEzine
BME, pe BMEzine, pe Body Modification Ezine zo unan eus lec'hiennoù-brudañ an doullerien-groc'hen a vicher. Enni e kinnigont skeudennoù korfoù toullet hag ar stalikerezh ha marc'hadourezh a ya da-heul, bravigoù hag all.
Kaoz a vez a-wechoù gante eus istor an toullañ-kroc'hen, hervez ma vez gwelet gante.
Kavet e vez ivez pennadoù savet gant tud da ganañ meuleudi d'an toullgorfañ, e doare ar bruderezh a gaver e kazetennoù zo (da werzhañ mein pe louzoù burzhudus).
Diwar al lec'hienn-se eo savet an darn vrasañ eus pennadoù ar wikipedia saoznek war an toullañ-kroc'hen, hag ar re-se eo mammennoù ar re all. Ouzhpenn-se eo liammet tost kement pennad savet diwar-benn an toullañ-kroc'hen ouzh BMEzine
Bec'h
kemmañBec'h o deus bet tud BMEzine gant al lezenn en Alamagn hag e SUA abalamour d'ar bruderezh a glaskent ober war-du ar yaouankiz. Diskleriet eo bet dañjet evit ar yaouankiz gant ar Bundesprüfstelle für jugendgefährdende Medien (pe BPjM) ar Rann Gevredadel evit ar Media Noazus d'ar Yaouankiz e 1999.
Rannoù kuzh
kemmañRannoù kuzh zo bet savet gant daou "embreger kanadian" : Oliver "ding dong" Gingras ha Jean-Michel "houla-hoop" Beaudin.
Serret eo ar rannoù-se eus al lec'hienn evit diwall ar vugale evit doare, abalamour d'ar skeudennoù eus oberoù a vazoc'hegezh reizhel a zo ar penndanvez anezho.
Levrlennadur
kemmañ- Neil Buhrich "The association of erotic piercing with homosexuality, sadomasochism, bondage, fetishism, and tattoos" Archives of Sexual Behavior Volume 12, Number 2 / April, 1983. p. 167-171 DOI 10.1007/BF01541560 [1] Abstract
Liammoù diavaez
kemmañ- Pajennad bruderezh eus toullerien-gorfoù BMEzine, ma weler o labour: [2]
- BMEzine.com
- BMEvideo.com
- ModBlog.BMEzine.com
- The BME Encyclopedia (wiki based)
- Interview with Shannon Larratt of BMEzine - small WORLD Podcast 2006