Ur babydoll a zo ur hiviz-noz verr pe ur skañwisk implijet evel dilhad-noz gant ar merc'hed. Peurliesañ e vez fardet gant danvezioù skañv : niloñs pe seiz da skouer. Damheñvel ouzh ur sae vihan eo, rak tapout a ra betek an daoulin, dizolo e c’hall bezañ ivez, neuze e teu da vezañ ur pezh dilhad hoalus. Dont a ra ar ger eus anv ar film Baby Doll, e 1956.
Er bloavezhioù 1990 e voe brudet ar Babydoll (doare kinderwhore d’en em wiskañ) dre ma voe gwisket gant kanerezed amerikan al luskadoù Riot Grrrl ha grunge, evel Courtney Love pe Kat Bjelland.

Ur Babydoll