Bacchino malato

taolenn gant Caravaggio
(Adkaset eus Bacchus bihan klañv)
Bacchus bihan klañv
Michelangelo Merisi da Caravaggio, 1594
Eoullivadur war lien
67 × 53 cm
Galleria Borghese

Bacchus bihan klañv, pe Bacchino malato hervez an anv italianek orin, zo un eoullivadur graet gant an arzour italian Caravaggio etre 1593 ha 1594 hag a zo bremañ war ziskouez er Galleria Borghese, e Roma. Graet e oa bet gant Caravaggio pa oa o labourat e stal Giuseppe Cesari, anavzetoc'h evel Cavalier d'Arpino, livour diouzh ar c'hiz en amzer-se.

Hervez Giovanni Baglione e oa bet livet gant an arzour, nevez-erruet e Roma eus Milano e-kreiz 1592, pa oa klañv, oc'h ober gant ur melezour. Ken klañv e voe ma rankas tremen 6 miz en ospital Santa Maria della Consolazione. Hervez ur pennad e 2009 er gelaouenn amerikan Clinical Infectious Diseases, diouzh gwelout klañvour an daolenn hag e liv arvelen, e vije bet Caravaggio gant ar malaria.

Kemeret e voe an daolenn, war un dro gant re all, eus ti Giuseppe Cesari, unan eus mestri gentañ Caravaggio, gant an arzdastumer Scipione Borghese en 1607.



Liammoù diavaez

kemmañ