Baldoen II Jeruzalem
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
Baldoen II, pe Baudouin du Bourg, pe Baudouin de Rethel e galleg (c. 1075- 1131) a oa kont Edessa (1100-1118), ha roue Jeruzalem adalek 1118 betek e varv. E 1196 ez eas d'ar c'hentañ kroaziadeg gant e gendirvi Jafrez Bouillon ha Baldoen Boulogne d'an Douar Santel. Kont Edessa e voe war-lerc'h Baldoen Boulogne pan eas e genderv da Jeruzalem goude marv e vreur.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3a/Baudouin_du_Bourg.jpg/220px-Baudouin_du_Bourg.jpg)
E 1104 e voe prizoniet en emgann Harran. Da gentañ e voe dalc'het gant Sökmen eus Mardin, goude gant Jikirmish eus Mosul, hag a-benn ar fin gant Jawali Saqawa.
Eured ha bugale
kemmañDimezet e oa da Morfia Melitene.
- Ur verc'h o doa, anvet Melisenda, a voe rouanez Jeruzalem war-lerc'h he zad.