Balthazar Grangier
Balthasar Grangier de Liverdis zo bet eskob Treger eus 1646 da 1679.
E vuhez eskob
kemmañAluzener ar roue Loeiz XIII, abad in commedam e Noyon pa oa bet anvet da eskob Treger, war-lerc'h Noël Deslandes e miz C'hwevrer 1646, ha sakret e Pariz d'an 18 Du ar bloaz-se.
Prientiñ a reas prezegennoù en e eskopti, dreist-holl gant an tad Maner hag e ziskibien. E 1654 e tiazezas Kloerdi an eskopti e Landreger, fiziet er vreudeur Lazaristed. Seurezed an Ospital ha Merc'hed ar Groaz en em stalias e Landreger er bloaz 1667.
Balthazar Grangier e yeas da Amaon e Landreger d'an 2 C'hwevrer 1679.
François-Ignace de Baglion de Saillant e zeuas war e lerc'h war gador eskob Treger.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960