Noël Deslandes zo bet eskob Treger eus 1635 da 1645.

Poltred en iliz-veur Landreger

Buhez eskob kemmañ

Dominikad ha prezegenner brudet e oa e Pariz, brudet ivez evit e vuhez devot ha rust.

Anvet e oa bet da eskob Treger d'an 29 Here 1635, war-lerc'h Guy Champion de Cicé.

Evel penn-vikel Urzh ar vreudeur prezegerien en devoa, e-kerzh ur weladenn ouzh kouent Montroulez, d'an 29 Mezheven 1628, kinniget d'an tad Albert Le Grand sevel ul levr diwar-benn Buhez Sent Breizh.

Noël Deslandes a oa aet da Anaon e Landreger d'an 19 Eost 1645.

 

Balthazar Grangier a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Lervlennadur kemmañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960