Bann Samtsi
Bann Samtsi a zo unan eus an 20 dzongkhag eus Boutan. Muzuliañ a ra 1 500 km² hag harzoù en deus gant Sikkim ha Bengal ar C'hornôg. E 16 gewog eo disrannet.
1. Bara
2. Biru
3. Charghary
4. Chengmari
5. Denchukha
6. Dorokha
7. Dungtoe
8. Ghumauney
9. Lehereni
10. Mayona
11. Nainital
12. Pagli
13. Samtse
14. Sipsu
15. Tading
16. Tendu
Istor ha sevenadur
kemmañNebeut poblekaet e oa bann Samtsi gwechall peogwir o doa Boutaniz aon rak ar c'hleñvedoù trovanel, boutinoc'h en izeldirioù. E-derou an XXvet kantved, avat e teuas tud eus Nepal da zigoadañ ha da heul e poblas ar bann.
E bann samtsi e vev al Lhopued, ur bobl nebeut anavezet a vefe, hervez tud ar vro, diskennidi ar Voutaniz kentañ.
Armerzh ha deskadurezh
kemmañWar ar gouniderezh-douar eo diazezet armerzh ar bann c'hoazh. Ennañ e kaver talk ha dolomit. Daou gampus perc'hennet gant National Institute of Education a zo e bann Samtsi. Un darn eus Skol-veur Roueel Boutan eo.