Banniel Aostralia
Banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur genstrivadeg aozet e 1901, hag adveret a-c'houde, e 1909. Ar steredenn vras seizh barr dindan an Union Jack ne oa nemet c'hwec'h barr en orin, anvet “Steredenn ar C'henglad” pe "ar C'hengevread", a arouez c'hwec'h stad ar vro (Aostralia ar C'hornôg, Aostralia ar Su, Queensland, Sukembre-Nevez, Tasmania, Victoria) hag ar seizhvet a arouez an tiriadoù (Tiriad an Norzh, Tiriad ar C'hêr-benn). Ar pemp steredenn da zek eur rik a arouez Kroaz ar Su, ur steredeg eus oabl hanterzouar ar Su, a gaver e banniel meur a vro eus hantervoul ar Su.
| |
Kenfeurioù | 1:2 |
Kod bannielouriezh |
Banniel douar ha banniel mor stad |
Degemeret e | 1901 (03/09/1901) |
Livioù |
Breud a sav ingal diwar-benn ar banniel-se abalamour ma'z arouezfe liammoù re greñv gant ar Rouantelezh-Unanet, ha goulenn a sav ma vo cheñchet.
Bannieloù all
kemmañ
|