Banniel Arabia Saoudat

Banniel rouantelezh Arabia Saoudat (arabeg : علم المملكة العربية السعودية‎) zo banniel ofisiel gouarnamant ar vro abaoe ar 15 a viz Meurzh 1973. Gwer eo gant ur skrivadur arabek hag ur c'hleze gwenn. Ar frazenn a zo kredo an Islam pe Chahada.

Banniel Arabia Saoudat

Kemmoù hervez ar mare kemmañ

Goustadik eo bet lamet ar varrenn wenn diouzh tu kleiz ar banniel ha brasaet ar Chahada skrivet betek stumm 1973 ha chomet eo digemm betek an deiz-ha-hiziv, war-bouez stumm ar c'hleze.