Banniel Armenia
| ||
Kenfeurioù | 1:2 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel evit pep degouezh | |
Anv (pe lesanv) | Եռագույն (Yeřaguyn) (“Triliv”) | |
Degemeret | e 1918; d'ar 24 a viz Eost 1990 | |
Treser | Stepan Malkhasyants | |
Livioù |
Banniel Armenia zo ur banniel triliv gant teir bandenn a-led: ruz, glas hag orañjez (“abrikez” a vez lavaret alies gant an Armenianed). Anvet eo an “Triliv Armenian” (Եռագույն, Yeřaguyn). Degemeret e oa bet da vanniel ofisiel e 1990 ha termenet gant al lezenn e 2006. Krouet e oa bet ar banniel e 1918 avat ha banniel ofisiel Republik Demokratel Armenia e oa bet e-pad daou vloavezh pa oa deuet ar vro da vezañ dizalc'h. E 1920 e voe staliet RSS Armenia gant ar Volcheviked ha berzet ar banniel. Adsavet e oa bet e 1990 ha degemeret gant ar Republik nevez-dizalc'h.
Arouezelezh
kemmañHervez testenn bonreizh Armenia (mellad 2), sed amañ ster ar banniel:
- ar ruz a arouez uhelgompezenn Armenia, stourm dizehan an Armenianed evit ar vuhez, dalc'h ar feiz kristen, an dizalc'hiezh hag ar frankiz;
- ar glaz a arouez youl an Armenianed da vevañ dindan bolz un oabl sioul ha hinon;
- an orañjez a arouez ijin sevel ha nerzh labourat an Armenianed.
Talvoudegezhioù simploc'h a zo anavezetoc'h. Ar ruz eo ar gwad skuilhet evit difenn ar vro; ar glaz eo an oabl; an orañjez, pinvidigezh douar ar vro. Lavaret e vez ivez eo ar banniel arouez ar wareg-ar-glav gwelet gant Noe pa daolas troad war Menez-Ararat.
Bannieloù all
kemmañ-
Banniel RSS Armenia (1952-1990)
-
Banniel Nagorno-Karabac'h